Darempred

Degemer > Cest-reparti-pour-une-nouvelle-annee
Distro_skol_Distro_skol_2021

Lañset eo ar bloavezh skol en-dro !

03/09/2021

Lenn ar pennad e galleg

Setu un distro skol ouzhpenn evit Diwan, ar 45vet anezhi a-benn bremañ !

Trugarez vras d’an holl re o deus labouret start evit berzh skolioù, skolajoù ha liseoù ar rouedad.

Dilojet eo bet skolaj-Lise ar Mor-Bihan ha skol bPlougastell e savadurioù a-zoare hag ur bern raktresoù a zo war ar bilig a-benn ar bloavezh skol a zeu.

Kenderc’hel a ra ar rouedad Diwan da vont war-raok forzh pegement ! Evit hor bugale hag evit ar brezhoneg. 

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Merc'her 30 a viz Gwengolo e vo aozet e vizio Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù en un doare ledanaet da holl izili Diwan...

Kendiviz ISLRF 2027

Galv da gemenn evit XIvet Emgavioù ar soubidigezh a vo e Roazhon

An holl bennadoù war an tem-mañ