Darempred

Degemer > Breved-e-brezhoneg-nebeutoch-a-zoujans-evit-skolajidiadezed-diwan-eget-evit-an-euskariz
Skolaj-gwened

Breved e brezhoneg : nebeutoc'h a zoujañs evit skolajidi·adezed Diwan eget evit an Euskariz ?

Kemennadenn gelaouiñ

23/06/2023

Lire cet article en français

Deuet eo a-benn hor c’henseurted·ezed eus ar rouedad Seaska, kelenn kevredigezhel dre soubidigezh en euskareg, da bakañ an aotre evit o skolajidi·adezed da dremen arnodennoù skiantoù breved ar skolajoù en euskareg (skiantoù ar vuhez hag an douar, fizik-kimiezh, teknologiezh). Roet en deus Ministr an Deskadurezh Stad Pap N’Diaye e asant dre lizher d’ar 17 a viz Meurzh.

Skrivet en doa ar rouedad da Ministr an Deskadurezh stad d’an 20 a viz Ebrel evit goulenn en un doare ofisiel an doareoù heñvel evit hor skolajidi·adezed.

Paul Molac, prezidant Ofis publik ar Brezhoneg, en doa skrivet ivez da Ministr an Deskadurezh Stad d’an 21 a viz Ebrel evit goulenn lakaat da dalvezout an doareoù heñvel evit hor rouedad hervez pennaenn an ingalded.

E Breizh ez eus breutadegoù boulc’het gant Rektordi Roazhon ha Rannvro Breizh evit kas da benn ur c’henemglev ha sklaeraat evel-se doareoù hag araezioù da lakaat da dalvezout en hor rouedad (doareoù digeriñ skolioù ha skolajoù nevez, debarzhadur eurvezhioù skolajoù/liseoù evit kelenn ar brezhoneg…). Evit se e c’houlenn Diwan ma vo gellet tremen arnodennoù ar breved hag ar vachelouriezh e brezhoneg, ur goulenn bet savet pell zo dija gant hor rouedad. Da geñver hor c’hejadennoù diwezhañ en doa ar rektordi lavaret deomp ar pezh a vefe divizet evit an euskareg a vefe lakaet da dalvezout evit ar brezhoneg ivez. Betek-hen n'en deus ket bet ar Rektordi a respont digant ar Ministrerezh. 

Dre ma ‘z eo anavezet an tredeogezh evit an euskareg o deus izili ar C’huzul merañ, bodet d’ar Sadorn 13 a viz Mae, pedet ar skolajidi·adezed da dremen e brezhoneg an arnodennoù skiantoù 2023 ha pediñ a reont ivez holl izili ar rouedad da harpañ anezho evit gwir hor skolajidi·adezed da dremen holl arnodennoù breved ar skolajoù e brezhoneg.

N'eo ket bet kadarnaet e vo reizhet an arnodennoù met gouzout a reomp e vo graet e brezhoneg, yezh ar c'helenn, arnodennoù ar skiantoù, gant skolajidi·adezed zo.

Gervel a reomp eta ar Rektordi hag ar Ministrerezh da gadarnaat buan-buan e vo reizhet an arnodennoù, ha pa vefe bet respontet e brezhoneg, evit doujañ ouzh an ingalded.

Pediñ a reomp izili ar rouedad hag an dud kar-o-yezh da zont da harpañ ar skolajidi·adezed, engouestlet ha kalonek, d'ar Meurzh 27/06 da 2e30 e dibenn o arnodenn :

  • Evit ar Releg-Kerhuon : Skolaj Sant-Yann ar Groaz er Releg-Kerhuon,

  • Evit Gwiseni : Skolaj Sant-Frañsez e Lesneven,

  • Evit Kemper : Skolaj Brizieg e Kemper,

  • Evit Gwened : Skolaj Itron-Varia ar Menemeur e Gwened,

  • Evit Plijidi : Skolaj Jules Ferry e Boulvriag,

  • Evit Sant-Ervlan : Skolaj Gutenberg e Sant-Ervlan.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ