Darempred

Degemer > Bodadeg-e-roazhon-dan-30-a-viz-genver-da-11e45
manif-naoned-redadeg-mae-2022_manif_naoned_2022_norbert_fest_noz_3

Bodadeg e Roazhon d'an 30 a viz Genver da 11e45

Unanet evit kelenn ar brezhoneg hag e brezhoneg

27/01/2023

D’an 21 a viz Mae 2021 e oa bet votet al lezenn evit gwareziñ ha kas war-raok glad ar yezhoù rannvro, anvet lezenn Molac.

D’ar 15 a viz Meurzh e oa bet sinet e Roazhon gant ar C’hentañ ministr bet ar c’hendivizad dibar evit treuzkas yezhoù Breizh 2022-2027 etre ar Stad ha Rannvro Breizh diwar-benn treuzkas yezhoù Breizh.

10 miz war-lerc’h eo splann ne fell na d’ar Stad, na da akademiezh Roazhon lakaat al lezenn Molac da dalvezout. Ne fell ket dezho kennebeut grataat ar budjedoù rekis hag a zo diouzh ar c’hendivizad-se.

Ne c’hellomp ket gouzañv seurt dismegañs pelloc’h ! Donedigezh Ministr an Deskadurezh-Stad, Pap N’Diaye, da Roazhon dilun  (30/01) evit komz hepken diwar-benn ar stummañ d’ar mediaoù en TNB a zo kement hag ober goap ouzhimp ken ez eo !

Degas a reomp da soñj ez eus muioc’h-mui a draoù omp chalet ganto : an diouer a gelennerien vrezhoneg, an niver re izel a bostoù e kenstrivadeg an eil derez, an dale evit skoulmañ un ademglev dibar evit Diwan raktreset koulskoude er c’hendivizad hollek sinet d’ar 15 a viz Meurzh 2022, an niver re izel a eurioù kelenn brezhoneg e liseoù Diwan, chom hep lakaat e plas ar c’helenn brezhoneg d’an holl (mellad 7 al lezenn Molac)...

Bremañ eo degas respontoù deomp !

Setu perak e c’halvomp an holl re tomm o c’halon ouzh amzer-da-zont ar brezhoneg da zont d’en em vodañ d’al Lun 30 a viz Genver adalek 11e45 e skwar Kergus (dirak Frañs 3) ma vo aterset an aotroù Ministr.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

An holl bennadoù war an tem-mañ