Darempred

Degemer > Ar-skolajidi-och-ober-anaoudegezh-e-brezhoneg-gant-an-holl-micheriou
kroashent-ar-micheriou-2020_20200210_162857

Ar skolajidi oc'h ober anaoudegezh, e brezhoneg, gant an holl micherioù

14/02/2020

Lire cet article en français

Dilun e oa dalc’het kroashent ar micherioù e sal Glenmor Karaez. Aozet abaoe 2004, an emgav-se a ginnig e brezhoneg da dredeidi skolajoù Diwan a-bep seurt micherioù evit gellout prederiañ war o heñchadur micherel.

201 skolajiad trede klas eus ar c’hwec’h skolaj Diwan (Ar Releg, Gwiseni, Kemper, Sant-Ervlan, Plijidi ha Gwened) a zo deuet da gejañ gant 43 den a vicher war meur a zanvez : yec’hed, mediaoù, kelenn, sevenadur, greanterezh, justis, arzoù, natur, gwerzh, hentañ, artizanerezh pe melestradurezh.

Meur a vicher kinniget

Skoliadez kozh eus Diwan, Morgan Lever-Crué a zo deuet da ginnig he micher amiegez d’ar skolidi dedennet : “Dont a ran amañ bep bloaz abaoe pevar bloaz evit kinnig va micher e brezhoneg. Displeg a ran dezho ar studioù da heuliañ evit va zachenn hag ar c’hefridioù em eus d’ober bemdez evel amiegez frank.”

Charlez An Dreo, kelenner war ar brezhoneg e lise an Nivot e Lopereg, a oa deuet gant pevar eus e liseidi evit kinnig micherioù ar bodoù bev : “Kinniget e vez en hon lise  stummadurioù evit deskiñ labourat gant an douar hag al loened, met ivez implijout an teknologiezhioù nevez, liesseurt eo.”

Charles Le Dréau, Lycée du Nivot

Mathieu Le Guern, grafour, a lak war wel d’ar skolajidi eo ar yezh ur c’halite en e vicher. Gwir eo, goude bezañ staliet evel designour freelance en deus merzet e vanke dezhañ ar varregezh da gomz brezhoneg en e vuhez micherel. Goude ur stummadur brezhoneg e labour bremañ gant meur a aozadur brezhoneger.

Skolajidi aketus

Nora, e klas trede e skolaj Plijidi, a zo bet a-hed meur a stal, ar pezh en deus sikouret anezhi evit resisaat he c’hoantoù : “Fellout a ra din mont war-zu studioù skiantoù hag o paouez kejañ gant un enklasker war an hinouriezh emaon, dedennus-tre eo !”

Koupaia, skoliataet e skolaj Gwened, he deus dija ur soñj resis-tre en he fenn, ar pezh ne vir ket outi furchal c’hoazh : “C’hoant em eus mont da verourez diskouezadegoù. Aet on neuze da gaout tud war micherioù an arzoù hag ar mirdioù. Met graet em eus anaoudegezh ivez gant micherioù all evel psikologour pe teknikour mod.”

Loeiza, Kiwa, Marius, Lomig ha Fañch eus skolaj Kemper, a zo laouen o vezañ graet anaoudegezh gant kement a vicherioù disheñvel e-pad an abardaez : “Gwelet hon eus micherioù, liseoù, stummadurioù, met ivez standoù evel Kompagnuned an dever.” Nag a zibaboù dirazo, peadra da chom bout an disterañ : “Mennozhioù hon eus tamm pe damm evit hon dazont met n’eo ket c’hoazh sklaer a-walc’h, un tamm amzer vo ret deomp kaout a-raok dibab.”

Loeiza, Kiwan, Marius, Lomig et Fañch

N’eo ket aes ober e soñj ! Pezh zo sur avat eo e vo bet maget o freder gant an abardaez-mañ.

Sifroù an eil derez e Diwan

  • 6 skolaj
  • 1 lise
  • 1234 skolajiad ha lisead
  • 5 yezh vev
  • 98% tapet an DNB ganto e 2019
  • 97% tapet ar vachelouriezh ganto e 2019
Gerioù-alc'hwez stag : eil derez    implij    micherioù   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg an Erminig Helavar 2024

A drugarez d’ur profour eus Bro Kanada e oa bet aozet gant Eil Derez Diwan d’ar Merc’her 16 a viz Here 2024, e lise Gwened, ur...

An holl bennadoù war an tem-mañ