Darempred

Degemer > Tachenn-implij-hon-asurans-kiriegezh-sivil-goueliou-diwan
deus-ta-youl-vat-skol-diwan-brest-krampouezh-crepes_deus_ta_skol_diwan_brest1

Tachenn implij hon asurañs "kiriegezh sivil" gouelioù Diwan

Lire cet article en français

Da heul ar goulennoù savet ouzhomp ingal gant ar skolioù hag ar c’huzulioù skoazell diwar-benn ar riskloù kemeret e-karg gant hon asurañs, setu amañ da heul un nebeud resisadurioù.

Gant ma vez aozet ar manifestadegoù gant Diwan, anat deoc’h, pe ur c'huzul skoazell Diwan aotreet gant Diwan.

 

A-BOUEZ : Degas a reomp deoc’h da soñj e rank dre ret kement goulenn kemer e karg un darvoud bezañ kaset d’ar servijoù Diwan gant ar skol pe ar c’huzul skoazell. Diwan a zo e penn ar gevrat hag e-se e rank merañ kement obererezh war ar gevrat-mañ.

E vez kemeret ar gouelioù-mañ e-karg gant hon asurañs :

  • Arvestoù – sonadegoù – diwallerezhoù
  • Kermesoù – festoù-noz
  • Predoù
  • Baleadennoù : gwelet ar poent 3

Evit an distruj a vije graet da unan bennak gant ar binvioù implijet war dachenn ar gouel, lakomp :

  • Ur benveg tredan o tarzhañ
  • Un deltenn o kouezhañ

Evit an distruj graet ganeomp war an binvioù n’int ket bet fiziet ennomp, lakomp :

  • Ur strollad sonerien a stal e sono e-unan. Ma c’hoarvez gant unan bennak dievezh eus izili ar gevredigezh bezañ kaoz eus un distruj (lugañ pe dilugañ an tredan). En degouezh-mañ an asurañs a gemer e-karg an distruj graet d’ar binvioù. Ma vez gloazet unan bennak an asurañs a gemero e-karg ar mizoù n’int ket bet restaolet gant ar surentez sokial pe ar "mutelle".

 

Ne vez ket kemeret e-karg gant hon asurañs :

  • Ar binvioù prestet deomp (da neuze eo perc’henn ar binvioù eo a responto).
  • Ar gwer torret hag an arrebeuri er salioù feurmet.
  • An distruj graet gant izili a rafe war-dro ar gouel pe an arvestourien d’ar binvioù prestet. Amañ e vefe asurañs hiniennel an hini zo kaoz deus an distruj eo a rankfe respont.

Arabat disoñjal e rank tud an asurañs kaout dalc’hmat traoù gwiriet ha prouennoù (fakturennoù…)

 

Bep tro ma c’hell ar riskloù cheñch eo ret ledanaat ar gevrat :

  • Pa vez aozet ur vanifestadeg aozet gant aotre ar prefeti (kerkent ma vez anv da vont war an hent bras), aozadurioù Tan ha Kurun, gouelioù war vor, ...
  • Pa vez diskouezadegoù (evit ledanaat ar gevrat e vez ranket kaout talvoudegezh an traoù diskouezet d’an dud ha titouroù all (al lec’h, pegeit e pad, …)

Fakturennet e vez d’ar skol pe d’ar c’huzul skoazell aozer pa vez ranket ledanaat ar gevrat.

Kelaouit ac’hanomp kerkent ha m’emaoc’h krog da aozañ ur gouel bennak gant ar fichenn diskleriañ darvoudoù (dielloù amañ dindan).

Pellgomzit deomp evit gouzout ma vo ranket ledanaat ar gevrat pe get.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : assurance    buhez ar gevredigezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg an Erminig Helavar 2024

A drugarez d’ur profour eus Bro Kanada e oa bet aozet gant Eil Derez Diwan d’ar Merc’her 16 a viz Here 2024, e lise Gwened, ur...

An holl bennadoù war an tem-mañ