Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Sekretour·ez an Eil derez

Sekretour·ez an Eil derez

Kinnig labour embannet d'an / ar 16.07.2025

Lec'h : Landerne

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

27/08/2025

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Ur c’hevread kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 48 vloaz zo ez eus e Diwan 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel.

 

Diwan zo o klask ur skekretour·ez evit e servij Eil derez. E-kreizig-kreiz servijoù melestradurezh ar c’hevread e voc’h kendivizer·ez lodenn vrasañ eus koskor an eil derez war statud publik pe brevez hag e degouezh e voc’h da labourat en un endro brezhonek.

 

Dindan atebegezh renerezh an Eil derez ha war sikour atebeg ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h kefridioù liesseurt a sello, ar c’hoskor, ar sekretouriezh rik hag ar merañ savadurioù an tiez skol.

 

Fiziet e vo ennoc’h :

 

-Kefredioù liammet gant renerezh eil derez

  • Kas ha respont d’ar goulennoù kaset gant an implijidi
  • Derc’hel doserioù melestradurel an implijdi, ar gelenerien
  • Ober war dro al lodenn velestradurel eus ar fiñvadegoù (renerien, kelenerien, kasour)
  • Skoazellañ aozadur ar bodadoù tuta kasourien ha kelennerien
  • Prientiñ ar pezhioù a vo ezhomm evit an emvodoù, sevel ha kas ar rentaoù kont
  • Heuliañ amzer labour ar gasourien hag an ezvezañsoù

 

Kefridioù liammet gant an tiez skol :

  • Ober war dro ar skoazell transport
  • Skignañ an arnodennoù AKED ha DIBAB evit an holl tiez skol
  • Aozañ forom an heñchañ en ur genlabourat gant renerezh an ti skol degemer
  • Renabliñ disoc’hoù ar skolidi d’an arnodennoù ha sevel statistikoù diouto

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Doare den :

Digor eo ar post-mañ d’an holl brofiloù.

Diouzh ho stummadur kentañ pe ho skiant-prenet micherel e vo raktreset ur prantad stummadur diabarzh evit ma c’helloc’h pakañ ar barregezhioù ret a-nebeudoù evit ar post-mañ.

Setu amañ barregezhioù mat da gaout evit ar post-mañ :

  • Mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre gomz ha dre skrid (B2 pe C1 en DCL Brezhoneg) ;

  • Mestroniañ word hag excel ;

  • Anavezout an eil derez ;

  • Anavezout mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.

Emren ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez.

 

Titouroù all :

Amzer labour : Leun amzer

Lec’h labour : Landerne

Kevrat : Didermen

Deiziad kregiñ : 27/08/2025

Gopr kregiñ : diouzh ho skiant prenet hag ar c’haelioù o talvezout e Diwan

Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs

Koñjeoù paeet : 6 sizhun

Ma’z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur a-raok an 22/08/2025 (CV + lizher emginnig) da tuta@diwan.bzh

Raktreset eo ar bodadoù tuta d’ar 25/08/2025.


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn