Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Merer·ez war ar goproù

Merer·ez war ar goproù

Kinnig labour embannet d'an / ar 21.07.2022

Lec'h : Landerne (29)

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

Miz Gwengolo 2022

Pellgargañ e stumm PDF

Kinnigadenn ar post-labour

Ur rouedad kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet 45 bloaz zo, ez eus e Diwan 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel. 

Emañ ar rouedad Diwan o klask ur v·merour·ez goproù a savo fichennoù gopr ar c’hopridi o labourat e skolioù, skolajoù, liseoù Aodoù an Arvor, Il-ha-Gwilen ha Liger Atlantel (100/150 fichenn c’hopr).

Dindan atebegezh ar benngontourez e labourit ivez gant an den e karg eus ar c’hoskor, ar bennsekretourez ha sekretourez pedagogiezh  an eil derez karget da zastum an titouroù war ar goproù. Ebarzhet penn-da-benn e mererezh ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h ivez heuliañ red micherel ar c’hopridi.

Ho kefridioù a vo dreist-holl :

  • Bizskrivañ roadennoù ar goproù war gemm, kontrollañ ha gwiriañ ar fichennoù gopr

  • Sevel, kontrollañ, diskleriañ an DSN miziek ha darvoudoù

  • Sevel an teulioù fin kevrat

  • Sevel testenioù fin goproù a denn d’an ezevañsoù (kleñved, mammelezh, ehan labour)

  • Sevel teulioù digoll ragevezh evit gopridi ar gevredigezh ha mistri kevratet gropret gant ar Stad

  • Bezañ e darempred gant an aozadurioù sokial hag ensavadurioù all a denn d’ar goproù

  • Respont da goulennoù ar c’hopridi diwar-benn ar goproù

  • Sevel red micherel gopridi nevez tutet.

  • Bremanekaat ar redoù micherel diouzh emdroadurioù kaeloù ar goproù

  • Respont da goulennoù ar c’hopridi diwar-benn o red micherel

  • Skoazellañ ha/pe gervel ur pourchaser pa rank bezañ bremanekaet ar meziant goproù

  • Kemer perzh er preder war raktresoù a denn da mont en-dro ar servij ha da kudennadoù goproù

  • Bezañ den-dave evit raktresoù a sell ouzh diorren ar rouedad

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Doare den :

Bet tapet ganeoc’h ur stummadur kontouriezh BTS/DUT/Aotreegezh dibab koskor, pe  ur stummadur mererezh koskor/goproù, ho peus ur skiant-prenañ 5 bloaz d’an nebeutañ e mererezh ar goproù.

Emrenn ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez.

Anavezout ar meziant « Sage Paie » a vefe deuet mat. Mestroniañ word hag excel (dreist holl excel) a zo pouezus ivez evit ar post-mañ.

Ul live mat e brezhoneg a rankit kaout ivez (B2 pe C1 tapet en DCL) pe diskouez ur gwir youl da zeskiñ brezhoneg.

Titouroù all :

Emaomp e soñj tuta war ziazez ur gevrat didemern leun amzer met diouzh ho profil hag ho skiant-prenañ e c’hello bezañ kinniget deoc’h ul labour darn-amzer 80 %.

Karout a rafemp degemer ac’hanoc’h adalek fin miz Eost 2022 pe derou miz Gwengolo met gellout a reomp gortoz ma rankit doujañ d’ur rakkemenn.

Ar gopr evit ar post-mañ a vo etre 23 000 € ha 28 000 € kriz ar bloaz. Labourat a reoc’h e sez ar gevredigezh Diwan e Landerne.

Evel goprad·ez ar gevredigezh ho peus droad da gaout ur c’henwarez, ur ragevezh ha 6 sizhun koñjeoù paeet.

Ma oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV + lizher emginnig) da tuta@diwan.bzh


Lakaat ma anv

Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Vakañsoù mat d'an holl !

Echu eo gant ar bloavezh er skolioù Diwan hag emañ ar skipailhoù o prientiñ an distro-skol 2022-2023.

Vivre les langues pour s’épanouir

Langage, individuation, épanouissement

Disoc'hoù tombola Diwan 2022

An tombola Diwan 2022 'zo bet tennet d'ar sort e-kerzh kuzul merañ an 11 a viz Even. 80 000 tiked zo bet gwerzhet ! Deuet eo brav...

Ur c’houlennaoueg d’an dud war ar renk evit an dilennadegoù : disoc’hoù a-raok an dro gentañ

Evel m’en doa graet da geñver ar c’houlzad prezidantelezh en deus kaset ar strollad evit ma vevo hor yezhoù ur c’houlennaoueg...

An holl bennadoù war an tem-mañ