Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Kenrener·ez - Kevredigezh Diwan

Kenrener·ez - Kevredigezh Diwan

Kinnig labour embannet d'an / ar 23.05.2025

Lec'h : Landerne

Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .

Padelezh 1 bloaz

Kerkent ha posubl

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ Diwan oc’h adaozañ gouarnerez ar gevredigezh, setu e klasker war ur c’henrener·ez evit ar rouedad skolioù kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl.

Ouzhpenn 45 bloaz zo eo bet krouet an hentenn-se dre soubidigezh nemeti e brezhoneg.
3 917 skoliad·ez a zo hiziv an deiz e rouedad Diwan e 46 skol, 6 skolaj hag 2 lise war 5 departamant Breizh. Rouedad Diwan zo anezhañ 248 gwazour·ez eus an Deskadurezh-Stad, 187 goprad·ez er rouedad ha 180 goprad·ez er skolioù, skolajoù ha liseoù.

Kalon Diwan eo treuzkas ha diorren ar brezhoneg dre ar skol. Prest oc’h da gas ar gefridi-se da benn ganeomp ? Deuet mat oc’h !

Kefridioù

Evel den-dave ar burev hag ar c’huzul-merañ e kemeroc’h perzh e sevel ar raktresoù hag an hentadurioù evit frammañ ha diorenn ar gevredigezh.

Asambles gant ho keneil e kasoc’h da benn un toullad sujedoù liesseurt a-drugarez d’ho parregezhioù da rakwelet an ezhommoù, da studiañ an traoù, da gavout diskoulmoù pleustrek hag efedus.

O vezañ al liamm etre dilennidi ha gopridi·adezed ar gevredigezh emaoc’h e-karg da briziañ ha lakaat e pleustr asambles gant an dud e karg, gopret pe a-youl-vat, an hentadurioù bet termenet.
Staliet e voc’h e Landerne hag e kasoc’h war-raok buhez ar sez, asambles gant ho keneil, lec’h m’emañ ar servijoù pedagogel (kentañ hag eil derez), ar servijoù kontouriezh ha merañ ar c’hoskor hag ar pol “buhez ar gevredigezh”, diorren ha kehentiñ.

Gellet a rafec’h ivez dileuriañ ar gevredigezh war danvezioù teknikel pe politikel (dilennidi0·adezed, rektorelezh, kevredigezhioù all…)

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Profil

Kalzig skiant-prenet ho peus war ren ur skipailh, buheziñ ur rouedad ha  gouarnerezh ur gevredigezh. Mestroniañ a rit dalc’hoù an Deskadurezh-Stad, an deskadurezh-pobl ha bed ar c’hevredigezhioù.
Ur gen-renerezh a zo un doare arbennik da verañ ur framm : kehentiñ  treuzwelus, un aozadur rannet, un dasparzh sklaer eus ar c’hefridioù ha fiziañs an eil gant egile/eben. Gouzout a rit sevel ur sell boutin ha divizout o sevel asambles.
Gouest oc’h da gehentiñ ha barrek kement dre gomz ha dre skrid e brezhoneg (live C1 an DBY) hag e galleg.  Barregezhioù solut ho peus war ar merañ ha studiañ an arc’hant ha gouest oc’h da gas da benn ur budjed evit ma vo kempouez.
Efedus oc’h en ho toare da aozañ al labour, gouest oc’h da dermeniñ ar bpriorelezhioù ha da gas da benn meur a sujed war ar memes tro.

Titouroù ouzhpenn
Lec’h labour : Landerne (29800)
Stumm ar gevrat : CDD - 1 bloaz
Padelezh al labour : leun amzer
Deiziad loc’hañ : ar buanañ ar gwellañ
Gopr : Etre 40 ha 45 000 € kriz/bloaz
Statud : sterniad
Kevelerioù : Mutuel, difenadur, 6 sizhunvezh a vakañsoù paeet

Ma'z oc’h dedennet gant ar post-mañ, kasit ho CV hag ul lizher da :
tuta@diwan.bzh betek an 9 a viz Even d’an diwezhatañ


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn