Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Skoazeller·ez v·mamm

Skoazeller·ez v·mamm

Kinnig labour embannet d'an / ar 15.11.2021

Lec'h : Boulvriag (22)

Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .

Padelezh 12 miz

Miz C'hwevrer 2022

Pellgargañ e stumm PDF

Kinnigadenn ar post-labour

Dindan kiriegezh an AEP hag o kenlabourat gant skipailh kelenn ar skol e reoc’h war-dro ar c'hefridioù da heul (rannet etre 3 ASEM ar skol) :

  • Ambroug ar skolidi.adezed gant o deskerezhioù pemdeziek (emrenerezh, buhez a-stroll, yec’hedoniezh korf, diorroadur afektivel ha speredel...)

  • Buheziñ hag eveshaat an amzerioù tro-skol

  • Ober war-dro an amzerioù er predva ha kemer perzh e deskadurezh-boued ar vugale

  • Ober war-dro renkañ, naetaat, kempenn an dafar hag an ti-skol

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Gouzout :

  • Anavezout diorroadur ar vugale hag o ezhommoù (korf, keflusk, afektivel)

  • Komz brezhoneg

  • Anavezout reolennoù yec’hedoniezh ar skolioù pe kaout c’hoant bezañ stummet warne

Gouzout ober :

  • Ambrougañ ar vugale en o deskerezhioù pemdez

  • Buheziñ (c’hoarioù, labour-dorn, kanaouennoù...)

  • Ober war-dro surentez ar vugale (spered ha korf)

Gouzout bezañ :

  • Barrek da evezhiañ, kaout pasianted ha bezañ madelezhus

  • Selaou ha doujañ ouzh ar vugale ha tud ar skipailh

  • Bezañ gouest en em aozañ, bezañ emren ha reaktiv

  • Labour skipailh

20e / sizhunvezh (merc’hervezhioù ha vakañsoù dieub) - Kontrad termenet 12 miz (kontrad sikouret PEC) - Gopr : SMIC-eur - Deroù : penn-kentañ miz c’hwevrer 2022 - Kas ur CV hag ul lizher emginnig bremañ da skol.boulvriag[at]diwan.bzh - Titouroù : 09 52 78 32 10


Lakaat ma anv

Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Devezh eskemm d'an 20 a viz Du 2021

An devezh eskemm a zo an emgav bloaziek lec’h ma c’hell izili an AEPoù pe izili Diwan all hag implijidi kejañ hag eskemm asambles...

Disoc’hoù en enklask war implij ar brezhoneg gant al liseidi Diwan hag o familhoù

Tremenet mat eo an distro skol 2021-2022 er skolioù, skolajoù, liseoù ha lusk ar skoliata zo lañset, un digarez da ober anv en-dro...

Erruet eo an deiziadur Diwan 2022 !

An deiziadur 2022 a zo bet krouet gant skol Diwan Banaleg diwar tem al "loened kuzhet e Breizh".

Mobilisation du 16 octobre pour les forfaits scolaires : ça bouge à l’Est !

Après le courrier de la préfecture de la Loire-Atlantique, nous avons eu ce jeudi 14 octobre copie du courrier de la préfecture...

An holl bennadoù war an tem-mañ