Implijad(ez) liesvarrek er skol
Kinnig labour embannet d'an / ar 21.07.2022
Lec'h : Lesneven (29)
Doare post ALL .
Padelezh Bloavezh-skol 2022-2023
Miz Gwengolo 2022
Kinnigadenn ar post-labour
Kinnig ar post :Karget e voc’h, en ur skol divyezhek dre soubidigezh, eus kempenn ar c’hlasoù ha lec’hioù boutin ar skol hag embrougañ ar skolidi er c’hantin (hent, servij ar predoù, evezhiañ ar porzh-skol).
Eurvezhioù labour: Etre 11e40 ha 18e45 (19e di meurz) war an devezhioù-skol + nebeut devezhioù e-pad ar bloavezh.
Anavezout ar brezhoneg a vefe degemeret mat.
Kontrat : Parcours Emploi Compétences (PEC).
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Barregezhioù goulennet :
Kempenn :
- Kempenn an ti-skol hag ar c’hantin.
- Anavezout hag implijout protokol kempenn al lec’h.
- Anavezout ha heuliañ urzh implij ar produioù.
- Anavezout hag gouzout rummañ al lastez.
- Anavezout, hag reiñ da anavezout d’an dud e karg, direizhderioù gwelet ganeoc’h.
- Gouzout implij, naetaat ha renkañ an dafar.
- Anavezout an teknikoù kempenn hag gouzout ober ganto.
- Merañ e labour hervez an degouezhioù
Kantin :
- Ambrougañ ar vugale e-pad ar predoù.
- Ambrougañ ar vugale etre ar skol hag ar c’hantin ha war ar porzh-skol.
- Degemer ar skolidi hag ar gerent war ar mareoù troskol.
- Gouzout merañ ur strollad bugale :
- Kaout un emzalc’h a glot gant raktres desaverezh ar skol.
- Gouzout merañ an diaesterioù etre ar vugale.
- Aozaِñ an traoù er surentez.
- Gouzout kaout un evezhiegezh vicherel, e-keñver ar skipailh pedagogel, ar gerent hag an diavaez.
AEP DIWAN Lesneven
Kevrad termenet he fad 11 miz / Diwar 31 miz eost 2022
Kontrad : kevrad sikouret PEC/CAE
21 eur bep sizhun bloaviezet
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret