Darempred

Degemer > Kenemglev-nevez-stad-rannvro-war-ar-brezhoneg-un-hent-brav-war-zu-ar-chelenn-met
Unanet_-_Kemennadenn_Feuremglev_-_communique_convention_EmglevSR11022022

Kenemglev nevez Stad-Rannvro war ar brezhoneg : un hent brav war-zu ar c'helenn met...

Kemennadenn a-berzh Unanet evit ar Brezhoneg

11/02/2022

Lire cet article en français

Kemennadenn a-berzh Unanet evit ar Brezhoneg : Diwan, Div Yezh, Divaskell Breizh, Kelennomp ha Kevre Breizh

Kenemglev nevez Stad-Rannvro war ar brezhoneg : un hent brav war-zu ar c'helenn met... un diouer sklaer a emouestl arc'hant gant ar Stad evit gellout kas da benn ar palioù !

Votet e vo ar c’henemglev nevez war treuzkas ar yezhoù Breizh (2022-2026) e fin miz C’hwevrer gant ar c’huzul Rannvro.  Evel-just ez eus araokadennoù e-barzh ar c’henemglev pa geñverier ar palioù uhelek ar wech-mañ ha re hini 2015 : 30 000 skoliad en hentennoù divyezhek dreist-holl, 50 % eus ar postoù e kenstrivadeg kelenner ar skolioù (a-benn fin 2026), hollekaat tamm-ha-tamm ar c’helenn brezhoneg hag ar c’helenn war an amzer skol ha n’eo ket war hini dediet d’ar yezhoù, (lakaat e pleustr mellad 7 al lezenn Molac gant an hollegadur e Penn-ar-Bed, 50% eus ar skolioù er c’hentañ derez evit ar Mor-Bihan, 25% en Aodoù-an-Arvor hag Il-ha-Gwilen ha kenderc’hel gant ar c’helenn-mañ er skolajoù).

Met n’eus ket a sikour resis ha sifret gant ar Stad evit kas da benn ar palioù uhel-mañ ! Evel ma ‘eo bet lavaret mat gant Kuzul sevenadurel Breizh en e gemenn embannet digwener tremenet, « diouzh an arc’hant lakaet e raio berzh ar c’henemglev-stern-mañ ha war ar poent-mañ e verzomp n’eus sammad a-ziforc’h ebet war badelezh ar c’henemglev ».  

Diskleriet eo bet sklaer gant ar Rannvro hag hor c’hevredigezhioù o youl da reiñ an tu d’ar skolidi divyezhek kenderc’hel gant ar c’helenn brezhoneg er skolajoù hag el liseoù. Ar pezh a dalv en un doare pleustrek, cheñch tu d’an traoù ha chom a-sav gant an digresk a skolidi. Anavezet eo an abeg : n’eus statud ebet evit an hentenn divyezhek galleg-yezhoù rannvro, ar pezh a zispriz anezhi da geñver arnodennoù ar vachelouriezh, dibriziadur c’hoantaet gant Ministr an Deskadurezh Stad. MET, n’eo ket skrivet splann er c’henemglev e vo tennet an diarbennoù fall-mañ ! Unan eus an diarbennoù pozitivel eo ma vo gellet d’al liseidi enskrivañ en hentennoù Europa MET dipitus eo avat ne c’hellfe ket bezañ posupl er skolajoù. Ouzhpenn-se, poentoù zo a c’hellfe bezañ fall-put evit ar c’helenn publik dre ma vo lakaet darn eus an araezioù e debarzhadur hollek ar skolajoù war ar c’helc’h 4.

Meneget eo « kadarnaat a ra ar Stad e youl da dizhout ar barelezh eurvezhioù en eil derez a-bezh o kreskiñ an tuta hag ar stummañ e brezhoneg evit un niver mat a gelennerien a gelenn danvezioù n’int ket yezhel » MET aet eo diwar-wel meneg an niver a bostoù kinniget e kenstrivadeg an eil derez a gaved e goulenn kentañ ar Rannvro. Ennañ e oa raktreset kreskiñ ingal an niver a blasoù e kenstrivadeg an eil derez CAPES/CAFEP evit mont betek 25 e 2026 ! Abaoe bloavezhioù, n’eus nemet 4 fost a vez krouet bep bloaz…

Evit tizhout 30 000 skoliad en hentennoù divyezhek e ranker klask muioc’h c’hoazh a skolaerien divyezhek evel ma tiskler Kuzul rannvro Breizh. Meneget eo ez eus 20% d’an nebeutañ miret gant an Akademiezh evit kenstrivadeg kelenner ar skolioù divyezhek evit mont betek 50 % MET « gant ma vo a-walc’h a dud enskrivet er c’henstrivadegoù ha gant ma vo an niver a loreidi par da hini an hentenn unyezhek ». Ret e vo en em glevet war petra dalv un niver a-walc’h a dud enskrivet hag al liveoù (peseurt notenn izek ?). Lavarout a ra ar Rektordi ma n’en em gaver ket evel se e vo lakaet ar postoù-se war ar genstrivadeg unyezhek.

Evit stummadur kentañ skolaerien ar publik : aet eo diwar-wel kement skrid o venegiñ eo posupl bezañ enskrivet ez fizikel en ul lec’h studi estreget hini Sant-Brieg, dreist-holl e Brest, Gwened ha Roazhon evit ar studierien c’hoant ganto en em stummañ war ar gelennerezh. Degas a reomp da soñj e cheñcho doareoù ar genstrivadeg e 2022 ! Kinniget e vo ar genstrivadeg CRPE en eil bloavezh Master MEEF. Hiziv, n’eo ket bet muzuliet mat efedoù seurt cheñchamant pa emañ e riskl digalonekaat danvez enskriverien ha dreist-holl ar re a fello dezho bezañ ebarzhet en Deskadurezh Stad e kerzh eil lodenn o red micherel. Ur riskl a zo gwelout un digresk eus an dud war ar renk (2 vloaz stummañ  hep bezañ gopret e lec’h unan betek hen).Lec’hiañ stummadur ar vistri war ul lec’h studi nemetken, hini Sant-Brieg, n’eo ket a-walc’h evit bastañ da ezhommoù ar studierien.   

Aet eo diwar-wel ivez kement skrid eus ar goulenn kentañ evit kaout ur stummadur dibaouez a-bouez evit ar gelennerien war bostoù dija hag ur stummadur a-bouez evit mistri stummerien divyezhek nevez ! Erfin, evel diskleriet groñs gant Kuzul sevenadur Breizh en e gemennadenn eus 10 a viz C’hwevrer, « ouzhpenn an doareoù-mañ e ranko bezañ embannet skoazelloù sifret evit kas war-raok stummadur ar gelennerien unyezhek ».  Kement skrid oc’h ober anv eus un niver a goñjeoù stummañ bloaziek a zo aet diwar wel er raktres kentañ hag ar skridoù diwezhañ a zo heñvel ouzh re ar c’henemglev 2015 gant an disoc’hoù gwan-tre a anavezer.

Erfin, ma anavez ar Stad er c’henemglev ar c’hefridioù a servij publik sevenet gant Diwan, n’eus ket bet anv eus ar sujedoù a-ziforc’h er raktres kenemglev a-vremañ ha graet vo anv diouto e-barzh ur c’henemglev Stad-Rannvro-Diwan nevez a-ziforc’h a zlefe bezañ sinet e 2022, hervez ar gevrat ober publik evit Breizh sinet d’an 8 a viz C’hwevrer 2019 met na oa ket aet betek penn. Ur c’hendiviz merañ bloaziek « klasel » war an araezioù da reiñ da rouedad eo a-benn ar fin.

Gellout a reomp kaout douetañs diouzh an doareoù da zont a gavimp e-barzh ar c’henemglev a-ziforc’h nevez evit ar rouedad Diwan. E-touez hor goulennoù pennañ emañ ar goulenn kevratañ ar skolioù nevez kerkent dindan stumm adskolioù skolioù a zo diouto dija. Meneget eo kement-mañ er c’henemglev hollek met skrivet en un doare ken luziet ma c’heller kaout douetañs diouzh ar gwir youl da gas se da wir : “taolet e vo evezh ma vo gellet kevratañ abretoc’h dindan stumm adskolioù ( e-barzh ar c’henemglev a-ziforc’h a vo sinet e 2022)” (SIC). E akademiezhioù all evel evit ar skolioù kevredigezhel dre soubidigezh e katalaneg (La Bressola) e akademiezh Montpellier e c’hell dija an dra-mañ bezañ graet !

Evit ar pezh a sell ouzh an debarzhadurioù hollek a eurvezhioù e vo ar poent-mañ meneget e-barzh ar c’henemglev a-ziforc’h Diwan met merzout a reomp un dra digempoell dija etre skridoù ar c’helc’hlizher hag ar fed ne vo ket a zebarzhadur 3 eurvezh kelenn brezhoneg el lise d’an distro-skol 2022. Nec’het omp gant ur skrid ouzhpennet a-zivout kemmadur ur gevrat kevredigezhel. Ouzhpenn da adkavout amañ un doare da “c’hourdrouz” ac’hanomp, tra erbedet dija en danevell Bernabé-Dubourg Lavroff (danevell mererezh kreiz an Deskadurezh Stad e 2019 ha diskoachet e penn kentañ miz Gwengolo ma oa erbedet paouez gant ar soubidigezh ennañ) e c’hellfe ar c’hemmadur-mañ lakaat ac’hanomp bresk e-keñver al lezenn ma vez kemmet pe nullet ar c’helc’hlizher war ar yezhoù rannvro gant ur gouarnamant all. Daoust hag e teuio an ideologiezh da vezañ trec’h war ar bedagogiezh ?

War evezh e vimp evit ma vo sevenet ar palioù embannet ha mareoù stourm all a vo da gaout c’hoazh evit ma vo doujet d’hor gwirioù sevenadurel pennañ.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : convention état région    communiqué    stourm   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg an Erminig Helavar 2024

A drugarez d’ur profour eus Bro Kanada e oa bet aozet gant Eil Derez Diwan d’ar Merc’her 16 a viz Here 2024, e lise Gwened, ur...

An holl bennadoù war an tem-mañ