Darempred

Degemer > Goul
Brest_Gwelmeur_Klas_CM1_CM2__RLP2501_Skol_Diwan_Gwelmeur_Klas_CM1_CM2

« Sirius-tre eo ar stummadur kinniget e Kelenn »

Ur skolaer a lavar e soñj

02/07/2014

Lire cet article en français

Ur skoliad kozh eus Diwan eo Goulc’hen Bijer. Heuliet en deus stummadur Kelenn eus 2013 da 2015. Emañ o kelenn bremañ e skol ar Gwelmeur e Brest.

Petra a raec'h a-raok dont e Kelenn? Penaos ho peus anavezet ar greizenn stummañ Kelenn ?

A-raok dont da Gelenn e oant bet skolaer e skol Diwan Naoned e-pad daou vloaz, amzer din bezañ sur eo ar vicher skolaer a fell din ober. Anavezet eo bet ar greizenn stummañ Kelenn ganin dre skritelloù da gentañ pa oan studier e skol-veur Brest.

Penaos eo tremenet ho bloavezh e Kelenn? Penaos ho peus kavet ar stummadur dre vras?

Tremenet eo mat ma bloavezh skol. Daoust da se n'eo ket bet ur bloavezh aes, dav eo bet labourat ingal evit kas war un-dro ar stummadur master, ar memor ha prientiñ ar genstrivadeg. En holl d'an holl e seblant din eo bet frouezhus-tre, stummet mat on bet war pep tachenn a denn d'ar vicher skolaer, ha war ar brezhoneg. Ha gant m'emaon o tremen arnodennoù dre-gomz ar genstrivadeg (disoc'hoù d'ar bevar a viz Gouere !) e c'hellan lavaret  omp bet prientet a-feson. Holl ac'hanomp hon eus santet souten skipailh Kelenn a-bezh, eus al levraouegerez betek ar renerez, an holl anezho, dreist-holl pa voe mareoù gwaskus evidomp. Ur stummadur sirius-tre a daper e Kelenn.

Petra ho peus soñjet eus ar pezh dibar a vez kinniget e Kelenn da lavaret eo deskiñ kelenn dre soubidigezh?

Betek ar vachelouriezh e oan bet e Diwan, setu hon kendrec'het gant an divyezhegezh dre soubidigezh ha difenn ar brezhoneg. An hentenn efedusañ eo evit deskiñ div yezh war un-dro.

(Atersadenn graet e miz Even 2014, embannet e Keleier niv. 13 Gouere 2014)

Gerioù-alc'hwez stag : stummadur    kelenn    testeni    skolidi gozh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

An holl bennadoù war an tem-mañ