Darempred

Degemer > Etablissements > Skolaj Diwan Liger Atlantel
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Skolaj Diwan Liger Atlantel
12 Bali / Avenue L'Angevinière
Sant Ervlan / Saint Herblain 44800

02 40 46 65 91




Skolaj Diwan Liger Atlantel
Dek vloaz eo dija Skolaj Diwan Liger Atlantel gant 54 skolajiad evit an distro-skol 2017.
skolaj-diwan-44-saint-ervlan__RLP2728_Skolaj_Diwan_Liger_Atlantel_6vet_Klas

Skolaj Diwan Sant Ervlan

Emañ dek munutenn eus kreiz-kêr Naoned gant an tramgarr, ha war gumun Sant-Ervlan. Kreskiñ a ra tamm ha tamm ha plas zo evit degemer muioc'h a skolajidi er bloavezhioù da zont, evit ar vugale a zeuio eus Skol Diwan Sant-Ervlan da gentañ – a zo en hevelep lec'h hag ar skolaj - hag eus adskol Naoned e su ar gêr vras.  E 2016 e oa loc'het ar Redadeg eus Sant-Ervlan. Tolpet e vez ur bern kevredigezhioù war ar memes lec'h ouzhpenn ar skol hag ar skolaj : ur vagouri, kentelioù noz, stummadur hir Skol an Emsav, hag Alternante FM, ur radio staliet nevez zo amañ hag a labouro sur a-walc'h gant ar skolaj ! Kouskva ar skolaj zo war al lec'h ivez. Anavezet eo muioc'h-mui ar skolaj er c'harter, hini Erv Breizh. Re ar c'hwec'hvet hag ar pempvet o doa lakaet mein un tammig e pep lec'h er c'harter nepell diouzh ar skolaj gant kemennadennoù evel «brav eo ar vuhez», evit brudañ ar skolaj.
Meret e vez an holl savadurioù gant ar gevredigezh «Yezhoù  ha Sevenadur». Ar gerent a zeu ingal da livañ ar mogerioù ha da staliañ a bep seurt traoù, evel taolioù ping-pong da skouer. Ur c'huzul merañ ar skolaj zo evel e pep skolaj, ouzhpenn ar c'huzul skoazell.
Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol
Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

An holl bennadoù war an tem-mañ