Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan kemper > Dibenn bloaz e skolaj Diwan Jakez Riou
dibenn_bloaz_Jakez_Riou_20200620_140412

Dibenn bloaz e skolaj Diwan Jakez Riou

05/07/2020

Achuet eo ar bloavezh-skol! War-lerc'h un ehan divoutin en nevezamzer, talvoudus bras eo bet distro an holl er skolaj e miz Even.

Tro o deus bet ar skolajidi 3de da vont betek penn o raktres sevel klud ar yer. Kroget 'oa an traoù e penn-kentañ 2020 pa oa bet aozet ur genstrivadeg e-kerzh ar c'hentelioù teknologiezh. Pep strollad en doa kinnig e raktres ha tro o doa bet ar skolajidi hag ar skipailh pedagogiezh da votiñ evit ar c'hlud gwellañ. Pa oa deuet poent kregiñ gant al labour pleustrek 'oa en em gavet ar C'hovid 19 'b ar vro ha serret ar skolaj da-heul. E miz Even 'oa deuet skolajidi a-youl vat evit achuiñ o raktres. Peadra da welet n'eo ket aes bepred lakaat e pleustr. 'Benn ar fin hon eus gallet degemer ur yar en he lojeiz nevez flamm. Prest 'vimp e miz Gwengolo, stummet 'vo ar skolajidi evit gouzout penaos magañ mat ar yer gant restachoù ar predoù. Un doare all, ouzhpenn ar rotel, da lakaat da zigresk al lastez! Gourc'hemennoù d'an div Anouk, Yuna, Aziliz ha Mazeas.

Ur strollad all (Loeva, Nolwenn, Koridwenn hag Azilis) o doa kemeret amzer evit sevel un dresadenn en oaled. Kavet ganto diouzhtu an tem, un dremm masklet evel-just! Ha brav an disoc'h 'vat. Un hengoun eo deuet da vezañ lakaat ar re 3de da leuskel un dresadenn war o lerc'h en oaled.

Gerioù-alc'hwez stag : eil derez    skolaj Kemper   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Assemblée Générale extraordinaire 20/05

An emvod meur dreistordinal a vo dalc’het d’an 20 a viz Even 2026 er selaouva Yann-fañch Kemener, e Kastell Kerampuilh e Karaez

Digresk ar frejoù Bod ha boued - distro skol Gwengolo 2026

A-drugarez da engalvadeg an tiez-skol, ar c'hevread a c'hell digreskiñ ar frejoù Bod ha Boued adalek distro-skol 2026. Un diviz kreñv...

An holl bennadoù war an tem-mañ