Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan gwiseni > Skol Diwan Kastell-Paol
skol_kastellpolSkol_DiwanKastellPaolKlasReVras

Skol Diwan Kastell-Paol

​Abaoe daou vloaz emañ skol Diwan Kastell-Paol e kreiz-kêr.
Brav-eston eo ar skol lojet er skol bublik kozh, un ti mein, uhel ar solieroù er c’hlasoù, feurmet digant an ti-kêr. Rannet e vez ul lodenn eus ar savadur gant kreizenn dudi ar gumun. Laouen eo an holl gant an ti-se. Un dra digustum eo ar sirk a vez graet er skol bep eil bloaz tamm pe damm kaset da benn gant kerent Diwan. Ijinet e vez un istor gant ar vugale a vez skeudennaouet gant trapez, bale war bolotennoù pe war un treust ha traoù all ! Prantadoù sonerezh a vez ivez gant ur c'helenner paeet gant an ti-kêr. Heñvel eo evit an diwallerezh zo paeet gant an ti-kêr. Amañ ez eus tri c'helenner paeet gant ar Stad hag unan gant ar rouedad Diwan. Graet e vez evel-se pa soñj da Ziwan e rank ar skol kaout ur c'helenner ouzhpenn gant an niver a vugale zo. Ar c'huzul skoazell a glask arc'hant evit paeañ ar skoazellerezed-mamm, evel e lec'h all. Ar c'huzul-skoazell a gas ivez arc'hant da sez rouedad Diwan bep bloaz, evel ma ra darn vrasañ ar skolioù, evit paeañ an holl implijidi ha kelennerien n'int ket paeet gant ar Stad. Abaoe nebeut amzer e vez aozet ur redadeg a ra berzh anvet «Diwan Express». Redadegoù pemp pe dek kilometr war an aod, ar sulvezh a-raok hanter Eost peurvuiañ. 

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

An holl bennadoù war an tem-mañ