Darempred

skol-diwan-pondi__RLP8807

Skol Diwan Pondi

a-hed ar Blavezh

Ur skol bras a-walc'h ha brav, a-hed ar ganol, e kreiz-kêr Pondi.

Brasaet ha nevesaet eo bet nevez zo skol Diwan Pondi, gant div sal glas nevez, ur sal evit ar gelennerien, ur sal evit tud ar GDP hag ar c'huzul skoazell. Hag evit ar wezh kentañ e vo ur sal embregerezh-korf ! Salioù c'hoariaoueg kêr Pondi zo bet kemeret ha kempennet gant ar skol. Pezh a ra anezhi ur skol bras a-walc'h ha brav, a-hed ar ganol, e kreiz-kêr Pondi ouzhpenn. E skol Diwan Pondi e komz razh an dud er skipailh brezhoneg mod Gwened, ar gelennerien hag an div skoazellerez-vamm gopret gant kevratoù didermen.

Troet eo ar skol war ar c'han hag ar c'hoariva. Kalzik eskemmoù a vez ivez etre bugale pep klas. Gant ar re vras e vez sikouret ar re vihan evit pep tra, hag evit brudañ ar brezhoneg !

Mont a ra ar vugale e brezhoneg en un doare aes e pep degouezh. A-hed kanol Brest-Naoned emañ ar skol, ar stêr Blavezh an hini eo. Ar re vras a ya a-wezhioù war varc'h-houarn a-hed ar ganol ha labouret e vez kalz war ar an natur tro-dro d'ar stêr. Ur raktres kantinenn bio ha lec'hel a vez àr ar stern gant ar skol.

Muioc'h a ditouroù war lec'hienn internet ar skol

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

An holl bennadoù war an tem-mañ