25/02/2021
Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan a zo plijet é pediñ ac'hanoc'h d'e dorioù digor enlinenn d'al Lun 15 a viz Meurzh 2021 (skolaj) ha d'ar Meurzh 16 a viz Meurzh 2021 da 6e30.
Ar blez-mañ e vo dizoloet ar skolaj-lise dre visio. Ar raktres pedagogel, ar vuhez er skolaj-lise, ar 6vet pe an 2vet klas a vo kinniget deoc'h get ar skipailh renourezh, ar penngasour, ar benngelennourion, ha skolajidi pe liseidi.
Ho koulennoù a c'helloc'h sevel dre ar c'horn flapiñ e-pad ar prezegennoù.
Dait e darempred geneomp evit kaout ar programm hag ar mod ober : skolaj.gwened[at]diwan.bzh