Darempred

Degemer > Diwan-inconstitutionnel-
Loi_langues_regionales_Molac
Paul Molac ha Jean-Michel Blanquer er Breujoù d'an 13 a viz C'hwevrer 2020. ©Assemblée Nationale

Diwan enepbonreizhel !

Seziz lezenn Molac : Diwan en arvar

21/05/2021

Gant respont ar c'huzul bonreizh eo difennet ar soubidigezh er publik, ha gwallgaset er skolioù kevrataet !

Lire l'article en français

Mantret ha kounnaret eo izili ar rouedad Diwan war-lerc’h embannadur disoc’h seziz ar c‘huzul vonreizh war al lezenn Molac. Daoust ma ‘z omp kontant da c’houzout e vo dalc’het an divizoù a-fed ar skodenn skol omp sebezet diwar-benn an diviz war ar soubidigezh a nac’h ar bedagogiezh-mañ kenkoulz er skolioù publik hag er skolioù kevratet !

Ar pezh a dalv e vefe Diwan ha rouedadoù all ar skolioù kevredigezhel dre soubidigezh enepbonreizhel. Un distro 50 vloaz en a-dreñv…nac’hañ kevratañ hor skolioù, nac’hañ ar skodenn skol, lemel postoù deskadurezh stad, setu an efedoù a c’hellfe c’hoarvezout gant ur soubidigezh enepbonreizhel.

Gant ar seziz-mañ lañset gant Blanquer en deus ar ministr digoret bras boest Pandore pa teu da vezañ Diwan hag ar rouedadoù dre soubidigezh er-maez lezenn hag en arvar an hentenn dre soubidigezh a reer ganti abaoe ouzhpenn 50 vloaz.

Goulenn a reomp gant ar gouarnamant ha gant ar gannaded bezañ prest da sklaeraat stad an traoù, mod all ne c’hello ket Diwan mirout ouzh ar gounnar da sevel.

C’hoant hon eus menegiñ al lusk kaer a zo bet krouet tro-dro d’ar yezhoù rannvro, gant ar strollad « Evit ma Vevo hor Yezhoù » hag « Unanet Evit ar Brezhoneg » ha kenderc’hel a raimp da vont war-raok gant nerzh, youl hag unvaniezh evit ma vo anavezet hor yezhoù ha hon hentennoù ha diwar-se kaout ar peadra da virout anezho.

Gervel a reomp hor bugale, hon tud, an dud a-youl vat, hor skolaerien, hon implijidi nann gelennerien hag an dud tost o c’halon ouzh Diwan da zont d’an 29 a viz Mae da 1eur30 da Gwengamp evit saveteiñ hon hentenn lakaet mat en arvar ha mirout hor pinvidigezhioù boutin ma ‘z eo ar brezhoneg hag ar yezhoù rannvro !

Betek an trec’h !

 

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : loi Molac   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ