Darempred

Degemer > Distro-skol-2022-e-diwan-adlansan-an-diorren
rentree-2022-distro-skol-laouen-dan-holl-bonne-rentree-a-tous_rentree_septembre_2022

Distro-skol 2022 e Diwan : adlañsañ an diorren

Kemennadenn bress

05/09/2022

Lire cet article en français

Krog eo ar skolidi ha skipailhoù ar skolioù, skolajoù ha liseoù gant un distro-skol nevez, 46vet ar rouedad Diwan. Un distro-skol stabil gant 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise war 5 departamant Breizh. Gant ar bloaz nevez-mañ ha goude ar prantadoù covid e karfe Diwan adlañsañ diorren e rouedad.

Peadra da vezañ laouen

Gant ar bloavezh skol nevez-mañ ez eus peadra da ziwan da vezañ laouen. Goude un nebeud bloavezhioù a zigresk e seblant an niver a vugale bezañ o kreskiñ en-dro evit adkavout ar c’hresk, goude ma rankimp gortoz sifroù ofisiel an distro-skol evit kadarnaat kement-mañ. Emañ Diwan o talañ mat eta ouzh digresk hollek an niver a skolidi gant un tregont bugel bennak ouzhpenn er rouedad. Deomp-ni da gaout soñj e oa 4 034 skoliad er rouedad e 2021-2022.

Evit a sell ouzh ar skolioù, keloù mat an distro-skol-mañ eo digoradur ur c’hlas termen e skolaj-lise Gwened. Hiviziken en em gav kêr-benn ar Mor-Bihan ker nemeti m’eo klok ar skoliata e Diwan eus ar skol-vamm betek ar vachelouriezh.

War an dachenn niverel, ledanaet hon eus er rouedad a-bezh implij modul enskrivañ enlinenn ar skolidi goude daou vloavezh arnodiñ.

N’eo ket ar raktresoù a vank evit Diwan, dreist-holl en eil derez gant an ti-lojañ nevez e Kemper ha raktres ur skolaj e Il-ha-Gwilen adlañset. Emaomp o labourat war meur a raktres skol e Landreger, Naoned, Gwinieg pe Sant-Sebastian-an-Enk. Pouezus eo pal digeriñ un eil skolaj en Aodoù-an-Arvor evit adlañsañ ar c’helenn divyezhek en deus tapet dale en departamant-mañ.

Evit ar pezh a sell ouzh ar skodenn skol, emaomp war an tu mat hag e ra ar prefetioù o lod dre ma ‘z eont e darempred gant ar c’humunioù pa vez ezhomm. Goude an enkadenn vonreizhel tro-dro d’al lezenn Molac  e 2021 e verzomp ez a gwelloc’h a-fed an arc’hant gant ar skolioù a-drugarez d’an diferadoù war ar skodenn skol. Un nebeud oberoù tredeogiñ zo war ar stern gant ar prefetioù.

Diaezamantoù da vont dreisto

Ma ‘z eus doareoù degemeradus a-fet an niver a skolaerien er c’hentañ derez, eo un tamm mat diaesoc’h en eil derez pa vank kelennerien e kalz eus hor skolajoù/liseoù. Lañset ez eus bet ur c’houlzad tuta dreist-holl evit skolajoù/liseoù ar Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed.

Daoust d’an araokadenn vrav ma ‘ z eo ar c’helc’hlizher war ar c’helenn divyezhek embannet e miz Kerzu 2021 e chom un nebeud poentoù ha n’int ket graet ganto c’hoazh, evel an debarzhadurioù eurvezhioù a-ziforc’h el liseoù evit studiañ ar brezhoneg. Un nebeud goulennoù melestradurel ha politikel a zo bet savet met evit poent n’eus respont ebet gant Ministr nevez an Deskadurezh Stad.

War-zu ur politikerezh diorren oberiant

Diwan a garfe kemer perzh e lusk diorren ar c’helenn e brezhoneg, evel termenet er c’henemglev Stad-Rannvro. Ur pal 30 000 skoliad a zo meneget ennañ. Evit dont a-benn, e raio Diwan gant ur politikerezh diorren oberiant hag e liamm ouzh ar strollegezhioù lec’hel. Ret e vo dreist-holl cheñch an diferadurioù melestradurel ha reoliek a laka diaes digeriñ skolioù nevez abaoe lezenn Gatel 2018. Dres ar pezh a c’hoarvez evit ar raktres skol Diwan e Kernitron-al-Lann/Gwinieg a zo chomet bout evit poent.

Gant ar palioù diorren micherelaet emañ Diwan o klask ur g·kargad·ez evit an diorren e Breizh Uhel ma verzomp goulennoù o kreskiñ evit ur c’helenn e brezhoneg dre soubidigezh.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ