Darempred

Degemer > Ar-redadeg-bezit-prest-da-lochan-e-2021
ar-redadeg_redadeg_2016_skolaj_kemper

Ar Redadeg : bezit prest da loc'hañ e 2021 !

15/05/2020

Lire cet article en français

Abalamour d’ar c’horona ez eus bet ranket nullañ ar Redadeg, darvoud bras ar brezhoneg. Gant ar gevredigezh ez eus bet divizet kas ar bloaz ar zeu ar redadeg. Eus ar 21 d’an 29 a viz Mae 2021 e vo dalc’het eta.

Setu hiziv  eo d’ar 15 a viz Mae e tlefe bet bezañ loc’het ar Redadeg 2020 eus Karaez evit mont war-hed 2000 km. Met n’eo ket ar bloaz-mañ ez aio ar redadeg a-hed hag a-dreuz Breizh evel raktreset. “ Ur ranngalon” eo evit an aozerien hag evit Diwan ivez pa ‘z eo oberiant en darvoud pouezus-mañ evit ar brezhoneg ha pa zastum ur gounid bras.

Daoust da se e chom an aozerien hag ar gevelerien oberiant. Prometiñ a reer deomp ur redadeg kaer evit an distro ar bloaz a zeu ! Da c’hortoz gant pasianted miz Mae 2021 e kinnig ar Redadeg ul lusk war Facebook : embann ho soñjoù pe ho krouadennoù en ur venegiñ pajenn ar Redadeg, un doare da lidañ ar brezhoneg en un doare all ar sizhun-mañ !

Evel-just e kemero Diwan perzh er redadeg e miz Mae 2021 evit ar glaoustre « Brezhoneg ha plijadur » ! Ouzhpenn da se e c’houlennomp digant hon izili holl, kerent, gopridi, tud tost o c’halon ouzh Diwan kregiñ e-barzh ha prenañ kilometroù evit ma c’hello ar gevredigezh prientiñ seder an abadennoù da zont.

Ar Redadeg, petra eo ?

Ar Redadeg a zo ur red a bep eil a zo e fall lakaat da dremen ur c’hemennad a zorn da zorn a-dreuz 5 departamant Breizh. Kemer a ra milieroù a dud perzh enni evit redek noz-deiz hag evit aozañ darvoudoù a-hed an hent. Ur gouel eo ivez a zo evel hor yezh : bev, leun a startijenn, treuzkaset a rummad da rummad…

Gwerzhet eo an holl gilometroù da hiniennoù, kevredigezhioù, maered ha strollegezhioù lec’h, embregerezhioù...skoazellañ a reont ar brezhoneg. E fin an darvoud, roet e vez ar gounidoù d’ar rouedad Diwan ha da raktresoù a gas war-raok implij pemdeziek ar brezhoneg e tachennoù ar c’helenn, an dudi, ar mediaoù, ar sport pe ar sevenadur.

Gerioù-alc'hwez stag : redadeg    brezhoneg   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Skolaj Diwan Gwiseni : Lun 27 a viz Du, devezh an addigoradur

Tra ma oa aet toenn skolaj Diwan Gwiseni gant ar gorventenn Ciarán ha deuet ar savadur da vezañ dirapar e oa bet gellet digeriñ...

Devezh eskemm d'an 2 a viz Kerzu 2023 e Karaez

Gweladenn al lise, keleier rouedad Diwan, bodadoù labour, diwallerezh war al lec'h

Kengred gant skolaj Diwan Gwiseni evit un dazont seder

Skoet eo bet hor skolaj Diwan e Gwiseni (29) gant ar gorventenn Ciaran en noz etre ar Merc’her 1 hag ar Yaou 2 a viz Du 2023. Tennet...

5vet plas evit Tomaz André war ar Mini Transat gant livioù Diwan hag ar brezhoneg dispaket uhel gantañ

Kreñv eo bet an avel e Breizh en devezhioù tremenet evit hor rouedad ha dreist-holl evit skolaj Gwiseni. Avel a-du a zo bet avat...

An holl bennadoù war an tem-mañ