Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Atebeg·ez war an arc’hant hag ar savadurioù (G/M)

Atebeg·ez war an arc’hant hag ar savadurioù (G/M)

Kinnig labour embannet d'an / ar 26.03.2024

Lec'h : War an hent ingal e Breizh a-bezh (5 departamant)

Doare post KEVRAT DIDERMEN .

Kerkent ha posubl

Pellgargañ e stumm PDF

Kinnigadenn ar post-labour

Ur rouedad kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 46 vloaz zo ez eus e Diwan 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel. 

Da geñver krouidigezh ur post labour, emañ ar rouedad Diwan o klask un den atebeg war an arc’hant ha merañ an tiez-skol. Stag ouzh renerezh ar gevredigezh, e vefet karget da genurzhiañ servijoù kontouriezh tiez-skol an eil derez ha da lakaat e plas diarbennoù da stabilaat kempouez arc’hant an eil derez. Bez e vefet ivez kendivizer·ez tostañ renerezhioù an eil derez evit ar pezh a sell ouzh merañ o savadurioù ha tiez-skol.

Dre ar munud, e vo fiziet ennoc’h :

Arc’hant

  • Kenurzhiañ kontourien an tiez-skol
  • Lakaat e plas taolennoù heuliañ budjedoù an tiez-skol
  • Dasparzh ar yalc’hadoù hag ar reizhingaldurioù diouzh an degouezh
  • Buheziñ ar bodad keidadur ha kemm prizioù ar bod hag ar boued
  • Ingaladur analitek fakturenniñ ar familhoù
  • Titouriñ ha merañ ar skoazell d’an transportoù
  • Prenadennoù a-stroll

Savadurioù

  • Heuliañ stad ar savadurioù
  • Gweladennoù ingal war an dachenn
  • Heuliañ doseroù ar c’hontrolloù ret
  • Heuliañ ar raktresoù tiez savet hag ar frammoù dougen
  • Sevel hag heuliañ ar steuñvioù marc’hadaouerezh
  • Lakaat e pleustr hag heuliañ teulioù goulenn yalc’hadoù
  • Sturiañ danvez pourchaserien

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Doare den

Stummadur uhel e kontouriezh, bet tapet ur vachelouriezh + 3/5 e mererezh/kontouriezh ha 5 bloaz skiant-prenet d’an nebeutañ en tachennoù-mañ pe e tachennoù tost.

Setu amañ barregezhioù mat da gaout evit ar post-mañ :

  • Mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre gomz ha dre skrid (B2 pe C1 en DCL Brezhoneg) ;
  • Mestroniañ mat-tre word hag excel ;

Emren ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez.

Titouroù all

Post leun amzer, 35 eurvezh/sizhun. Statud sterniad·ez

War an hent ingal e Breizh a-bezh (5 departamant)

Post da bourveziñ kerkent ha posupl

Diouzh ho profil hag ho skiant-prenañ e vo kinniget deoc’h ur gopr etre 35 000€ ha 40 000€. War-lerc’h e vo kemmoù a-nebeudoù war ho kopr diouzh ho red-micher.

Evel goprad·ez ar gevredigezh ho peus droad da gaout ur c’henwarez, ur ragevezh ha 6 sizhun koñjeoù paeet.

Ma oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV + lizher emginnig) da tuta@diwan.bzh a-raok an 28 a viz Ebrel 2024.


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ