Kenrener·ez skolaj
Kinnig labour embannet d'an / ar 05.05.2025
Lec'h : Beuzit-ar-C'hoadoù (35)
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
Miz Even 2025
Deskrivadur ar post-labour
Emañ Diwan o klask ur c’henrener / genrenerez evit ar Skolaj 35 e Beuzit-ar-C’hoadoù, an hini kentañ en Il-ha-Gwilen. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e-kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ur skolaj e brezhoneg penn-da-benn eus ar c’hwec’hvet klas d’ar c’hlas trede ! Ur skolaj nevez flamm e vo ouzhpenn da-se.
Kenrener·ez ar skolaj a zo e-karg eus mont en-dro an ti-skol war an tachennoù da heul :
- Pedagogiezh
- Buhez-skol
- Melestradur
- Surentez
D’ar c’henrener / genrenerez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :
- Aozañ ha ren an emvodoù diabarzh : emvodoù skol (c’huzulioù klas, emvodoù pedago, emvodoù skol-ebarzhus…), an emvodoù kuzul merañ ;
- Aozañ arnodennoù an deskadurezh stad pe Diwan ;
- Merañ skipailh ar skolaj, an implijoù amzer, tuta implijidi ;
- Sevel ha merañ ar budged ;
- Bezañ e darempred gant ar familhoù, servij Eil Derez Diwan, an deskadurezh stad, an Departamant, ar Rannvro ha tud ar vro ;
- Labourat ingal gant tud ar skolaj war ar raktres pedagogel ha desavadurel.
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Doare den
- Diplom Bak + 3 war un danvez a vo kelennet er skolaj dre ret
- Skiant prenet en deskadurezh stad d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)
- En ho aes oc’h evit daremprediñ kenkoulz dre gomz ha dre skrid kement e brezhoneg hag e galleg, mestroniañ a rit an urzhiataer hag anavezout a reoc’h mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.
- Efedus evit aozañ ho labour e ouezit merañ an danvezioù mallusañ ha gouest oc’h da verañ meur a zoser war un dro.
Titouroù all
- Lec’h labour : Beuzit-ar-C’hoadoù
- Kevrat : Didermen
- Deiziad kregiñ : Miz Even 2025
- Gopr kregiñ : diouzh emglev Diwan diwar-benn gopr ar renerien eil derez
- Statud : Sterniad·ez
- Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs
Trugarez d’an dud a vefe dedennet gant ar post dont e darempred ganeomp evit kaout muioc’h a ditouroù.
Trugarez da gas ho CV mui lizher en em ginnig da tuta@diwan.bzh a-raok ar 15/05/2025.
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret