E skol Diwan Gwened e vez desket brezhoneg gant ar vugale en un endro madelezhus, bev ha digor d’an holl familhoù.
Gant he 65 skoliad bennak e vez gwelloc’h d’ar skol bezañ tost, selaou ha doujañ lusk pep bugel. Er skipailh desavadurel e vez bodet 3 c’helenner, 2 ASEM hag un den karget eus ar c’hantin hag eus an diwallerezh.
Ar vugale a ra o mad eus ur porzh gwezennet gant c’hoarioù, en un endro sioul hag a zere ouzh o buhez pemdez.
Gant ar mont en-dro er c’hlasoù lies-oad e vez aesaet an emrenerezh, ar c’henlabour hag an deskiñ e strolladoù bihan. Ar re yaouankañ a c’hounez buan o fiziañs gant an darempredoù gant ar re vrasañ.
Dre soubidigezh e brezhoneg e c’hall ar vugale dont da vezañ divyezhek tamm-ha-tamm e galleg hag e brezhoneg, ha pa ne gomz ket ar yezh ar familhoù. Kelennet e vez saozneg a-hed an hentad- skol ivez.
Lusket e vez ar bloaz gant sortiadennoù, raktresoù hag atalieroù liesseurt : obererezhioù sevenadurel, dizoloadennoù natur, sinema, chomadennoù ha kevelerezhioù lec’hel.
E fin ar CM2 e c'hall ar skolidi kenderc'hel gant o skoliata e skolaj Diwan Gwened.
Douget eo ar skol gant engouestl ar familhoù e-barzh :
- an AEP, a gemer perzh er merañ hag er mont en-dro pemdeziek ;
- Hatoup, ar gevredigezh a aoz abadennoù, abadennoù hag oberoù skoazell evit arc’hantaouiñ raktresoù ar skol.









