Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan plijidi > Skol Diwan Plounevez Moedeg
skol-diwan-plounevez-moedeg_1

Skol Diwan Plounevez Moedeg

Ur skol savet gant tud ar vugale

Krouet ha savet eo bet he mogerioù Skol Diwan Plounevez-Moedeg gant tud ar vugale !

Er Chapel-Nevez e oa bet e-pad daou vloaz a-raok kaout un degemer eus ar re wellañ gant ti-kêr Plounevez-Moedeg.

Ur skol war ar maez eo. Lod eus ar vugale a zeu war varc'h-houarn betek ar skol. Brezhoneg a vez kalzik er vro. An tri c'hard eus ar vugale a glev brezhoneg en o familhoù. 

Brav eo savadurioù ar skol bet savet gant an dud o-unan, hag ul lodenn e koad gant gwez Koad an Noz e-kichen. Betek lod eus an arrebeuri zo bet fardet ganto !

Ur spered a-stroll kreñv zo e Plounevez-Moedeg. Tost eo an dud d'o skol.

Degemer a ra ar skol 27 skoliad.

Ur skol bublik gant un hentenn divyezhek zo er gumun ivez gant kement a vugale hag er skol Diwan. Diwan a vez choazet, aze emañ an diforc'h. 

Ur fest-noz a vez aozet gant ar c'huzul skoazell ur wech ar bloaz hag hini an dek vloaz en doa graet berzh spontus ! Gwelet e vez ar c'huzul skoazell ivez e kement fest zo er vro evit fardañ krampouezh pe ober ar Breizh kebab brudet. Pa vez aozet un dra pe fardet boued gant tud ar c'huzul skoazell e c'heller bezañ sur e vo sonerien a galite ha boued lipous ivez. Un abadenn c'hoari paledoù a vez graet bep bloaz hag a echu peurvuiañ betek e-kreiz an noz !

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

An holl bennadoù war an tem-mañ