Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan naoned > Skol Diwan Sant Ervlan
skol-sant-ervlan__RLP2626_Skol_DIwan_Sant_Ervlann_klas_re_vihan1_ha_2

Skol Diwan Sant Ervlan

Ur skol nevez eo Diwan Sant-Ervlan, e miz Gwengolo 2023 e oa an eizhvet distro-skol, gant war-dro 70 bugel dija, ha penn kentañ ar c'hentañ derez. Tost an hanter eus ar vugale o deus o zud orinoù en Amerika ar Su, ar Maghreb, Korea, broioù reter Europa... Ar re-se a glev alies dija meur a yezh er gêr, plijet eo o zud e vefe kreñvaet al liesyezhegezh gant ar c'helenn dre soubidigezh e brezhoneg. Plijet eo ar familhoù da welet ivez ur bern kevredigezhioù asambles er memes lec'h dindan an anv «Yezhoù ha Sevenadur» en ur skol bet serret ha gant leun a blas, ur vagouri, stummadur hir Skol an Emsav, ur vediaoueg er Greizenn Dafar Sevenadurel Keltiek, Kentelioù an noz hag ur skolaj hag ur skolaj Diwan ! Brezhoneg e pep lec'h ! N'emañ ket pell ar skol-mañ diouzh hini gentañ Naoned. Eskemmoù zo etre skol Diwan Sant-Ervlan ha div skol Naoned. Skol Diwan Sant-Ervlan he deus degaset buhez e karter «Erv Breizh». Laouen eo tud ar c'harter hag an ti-kêr. Aozet e oa bet gant ar C'huzul skoazell, da skouer, un dachenn c'hoarioù gant pemzek framm-c'hwez ! Betek mil pemp kant mont e-barzh a oa bet e-pad tri devezh. Gourc'hemennoù oa doa bet gant tud karter Erv Breizh. Ur skipailh tud bugale mennet zo e Skol Diwan Sant-Ervlan, skoazellerezed-mamm a oar brezhoneg ha kelennerien ken mennet all.

Gerioù-alc'hwez stag : 44    Sant-Ervlan   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

An holl bennadoù war an tem-mañ