Darempred

skol-diwan-pontekroaz_P1060892

Skol diwan Pontekroaz

Bro ar c'hab

Skol Diwan Pontekroaz zo e-touez ar skolioù Diwan, ha n'eus ket kalz anezho, zo bet boulc'het o raktres gant tud n'o doa ket bugale da gas d'ar skol. Ur strollad mignoned a gave dezho e oa ur spont pa ne oa skol ebet er C'hab gant klasoù divyezhek pe dre soubidigezh.  Pemp bloaz zo e oant kroget da vont da welet tiez-kêr ar C'hab, da aozañ emvodoù un tammig e pep lec'h evit kas o raktres da benn. Deut int a-benn hag un taol-kaer eo bet diouzhtu.

Degemeret int bet mat gant an ti-kêr e Pontekroaz. Skol ar C'hab a-bezh eo deut da vezañ skol Pontekroaz pa zeu ar vugale eus holl gumunioù ar C'hab. An trede bloavezh skol a grog e miz Gwengolo 2017 gant war-dro tregont bugel, goude daou vloaz nemetken ! 

 

Ur bern gouelioù hag abadennoù a bep seurt a vez aozet gant ar C'homite Skoazell a-hed ar bloaz, tost unan bep miz ! En o zouez ur saloñs gwinoù ha saourioù Breizh, dibenn-sizhun diwezhañ miz Here. Ul liamm etre produerien gwin Bro Naoned ha penn all Breizh.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ