Darempred

skol_LesnevenSkol_Diwan_LesnevenKlasCM1CM2

Skol Diwan Lesneven

Abaoe miz Du 2016 emañ skolidi Skol Diwan Lesneven en un ti nevez-flamm !

Kresket eo an niver a skolidi betek kant daou-warn-ugent en distro-skol 2017.

C'hwec'h klas zo. C'hoariva a vez graet e Lesneven. Ur c'hlasad a labour gant Strollad ar Vro Bagan bep bloaz e-pad daou viz. Kinniget e vez ar pezh-c'hoari war al leurenn goude-se gant ar vugale evit kafe ar bloaz nevez e miz Genver.

War emrenerezh ar vugale e vez pouezet kalz amañ adalek ar skol-vamm, ha war an eskemmoù etrezo, ar c'henskoazell etre ar re vihan hag ar re vras. Labourat a ra ar vugale o-unan war ar blog Beneylu ivez. Hervez ar mod ez eo kazi dek dre gant eus ar familhoù a vez o tont arallvro : Kanada, Ukraina, Breizh-Veur hag all.

Kevredigezhioù ar skol

Merañ melestradurezh ar skol hag an implijidi nann-gelennerien a ra an AEP.

E Lesneven ha tro-dro eo kazi bep miz ma vez aozet un abadenn bennak gant ar c'huzul skoazell, eus foarioù a bep seurt betek raid ar c'hurnig (ur redadeg e Gwiseni). Ar skodenn skol a vez roet gant kazi an holl gumunioù ma vez bugale o vont da Ziwan Lesneven, un degouezh reizh, met a c’hell seblantout ur burzhud evit kalz a skolioù all er rouedad.

Un dra dibar all : ur gevredigezh meret gant tud ar vugale hag anvet «Bod ha Boued» a ver ar c'hantin penn-da-benn.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ