Darempred

skol-diwan-gwened-susiniou-2023_skol-diwan-susiniou-2023

Skol Diwan Gwened

30 vloaz e vo hor skol e 2023 !

68 skoliad a oa er skol e miz Gwengolo 2022.
Adalek an oad a zaou vloaz e vez degemeret ar vugale er skol-vamm. Kevredigezhel, lik, digoust ha digor d’an holl eo, peadra da aesaat ar c’hemmesk sokial, gwir binvidigezh evit ar vugale.

 

Aketus hag hegarat e pled hor skipailh pedagogel gant ar skolidi. 5 skolaer·ez, 3 ASEM hag un implijad-ez e karg eus ar c’hantin hag an diwallerezh a ra anezhañ. Ar 68 skoliad enskrivet e 2022-2023 zo dasparzhet diouzh o oad e pevar c’hlas lieslive :

  • ar re vihan tout, ar re vihan hag ar re grenn gant Sofi

  • ar re vras hag ar re CP gant Marivon (ar renerez) ha Claude

  • ar re CE1/CE2 gant Magali

  • ar re CM1/CM2 gant Gaëtan

Frouezhus eo al lieslive : broudet eo ar skolidi da vezañ ragoberiant hag emren. Gant se eo aesaet degemer ar re vihan tout er skol-vamm kar frealzet int o welet ar re all hag e c’hellont kemer skouer warne. Er c’hentañ derez e tesker da labourat en un doare emren, diouzh lusk pep hini. Talvoudekaet eo ar re vras hag heñchet ar re yaouankañ. Pep hini a gav e lod ha kreñvoc’h al liammoù a vignoniezh etre al liveoù.

Digor eo ar skol d’an holl, brezhonegerien pe get. Ken efedus eo ar soubidigezh ma c’hall ar skolidi tizhout ul live yezh par d’o live e galleg. Mestroniet e vez en div yezh ar pezh ar c’hortozer e-kreiz ar c’helc’hiad 3 (CM2). Ar saozneg a vez studiet a-hed ar c’hursus ivez.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Loc’hañ Tomaz Andre war ar Mini Transat gant e vag Diwan.bzh

Disul e loc’ho kuit Tomaz war ar Mini Transat gant e vag Diwan.bzh ! Etrezek La Palma da gentañ ha da c’houde war-zu ar Gwadeloup.

Un distro 2023 gant an niver a vugale stabil

Tra m’emañ an niver a skolidi o tigreskiñ e akademiezh Roazhon e chom an niver a vugale stabil er rouedad Diwan d’an distro-skol...

Lid bag Tomaz André gant Diwan

D'ar Sul 27 a viz Eost e vo badeziet bag Tomaz André gant he livioù nevez, re Diwan evel-just !

An holl bennadoù war an tem-mañ