Darempred

skol-diwan-baod__RLP8735

Skol Diwan Baod

O tostaat da skol Diwan Baod e vez klevet ar vugale o vrezhonegañ. Amañ e komz brezhoneg an holl skoazellerezed-mamm. Heñchet e vez ar re vihan gant ar re vras evit tennañ o botoù kement hag evit ar brezhoneg, mod Gwened evel-just. Ur skouer e teu ar re vras da vezañ evit ar re vihan, hag ar re vras en em gav kiriek hag e vez roet talvoudegezh dezho. Un aezamant eo ivez evit ar skoazellerezed-mamm ! Labouret e vez kalz er jardrin ivez, gant blazoù, c'hwezhioù ar plantennoù hag ar frouezh. Dornataet e vez an douar. Kalz pezhioù-c'hoari a vez ivez er c'hentañ derez, ar pezh zo mat evit mont war-raok e brezhoneg hag a laka ar vugale da gaout aezamant dirak an dud ha kred enno o-unan ivez. Dañs ha kan a vez kalz er skol-vamm.

Gant ar c'huzul skoazell e vez gwerzhet ur meuz dibar eus bro Pourled e Bro Gwened, yod mell an hini eo. Ur seurt katev graet gant laezh, sukr, mell ha vioù. Teir gwezh ar bloaz e vez gwerzhet etre 1200 ha 1500 barkedigadoù yod mell bewech ! N'eo ket dister tra. Gant ar c'huzul skoazell e vez graet kement-se evel-just evit dastum arc'hant. Evel e pep skol e servij da baeañ ar wazourien arbennik ar skolioù-mamm (GWAASM), da lavaret eo ar skoazellerezed-mamm. Ul lodenn a vez kaset da sez rouedad Diwan e Landerne. Razh ar vugale e Skol Diwan Baod a ya da skolaj Diwan Gwened warlerc'h.
Gerioù-alc'hwez stag : Baod    Mor-bihan   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

An holl bennadoù war an tem-mañ