Darempred

skol-diwan-plougastell_plougastel_dd2022_2

Skol Diwan Plougastell

Bidoc'hig ar rouedad

Digoret eo ar skol abaoe miz Gwengolo 2017.

Ar bidoc'hig eo skol-vamm Diwan Plougastell-Daoulaz ! Ne oa nemet div skol Diwan e Kumuniezh Kumunioù Brest. Gant Plougastell-Daoulaz ez eus bet digoret  un trede skol a oa gortozet e bro ar sivi gant kalzik familhoù. An div skol all e Brest a oa bugale eus Plougastell-Daoulaz enno. Eus ar gumun e teu lodenn vrasañ ar vugale hag eus kumunioù tost. A-drugarez da labour ar c'homite skoazell n'eo ket bet hir an traoù. E miz Kerzu 2015 e oa bet an darempredoù kentañ etre mammoù ha tadoù bugale gant sez ar rouedad Diwan e Landerne. E miz Meurzh 2016 e oa bet savet ar c'huzul skoazell ha goude emvodoù foran ha sikour ar maer e oa krog ar skol-vamm da zegemer bugale vihan e miz Gwengolo 2017. Da lavaret eo nebeutoc'h eget daou vloaz prientiñ. Ur sapre taol kaer a berzh ar c'huzul skoazell !

Emañ staliet ar c'hlas kentañ en ur savadur-fiñv lakaaet gant skoazell an ti-kêr e-kichen sal ar bagad hag ar c'helc'h keltiek e ti Bagadañs ,hag a-benn daou pe dri bloaz e vo kavet ul lec'h brasoc'h.

Ne vo ket ar bagad o seniñ pa vo ar vugale er skol e-kichen. Siwazh dezho marteze ! Buhez hir da skol Diwan Plougastell-Daoulaz !

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ