Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan naoned > Raktres skol Diwan Kernitron-al-Lann
sinadur-kernitron-al-lann_20200208_120723

Raktres skol Diwan Kernitron-al-Lann

Ur gevredigezh nevez a zo bet krouet e Kernitron-al-Lann, enni kerent bugale yaouank ha tud tost d’ar brezhoneg.
Kuzul skoazell Diwan Kernitron-al-Lann eo anv ar gevredigezh-se. Krouet eo bet ar C’huzul Skoazell hag ar pal a vo bremañ lakaat ar raktres da vezañ anavezet gant ar muiañ a dud.

Ar skolioù Diwan tostañ zo e Sant-Ervlan hag e Savenneg, ouzhpenn 20 kilometrad eus Kernitron ! Ur skol Diwan a zesach tud o tont dre vras eus an 10 kilometrad tro-war-dro. Kernitron-al-Lann a zo lec’hiet e-kreiz kumunioù all evel Faouell, Templ-Breizh, Hierig, Gwinieg-Breizh, Blaen ha Trelier. Ur skol e Kernitron-al-Lann a roio ur chañs all d’ar vugale evit gellout deskiñ brezhoneg en ur c’horn nevez e Bro-Naoned.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Diwan er Mini Transat 2023 !

Tomaz André a zo skipper ha bet skoliataet e Diwan. E raktres da zont : lakaat logo Diwan war e vag evit ar Mini Transat e miz Gwengolo 2023 !

Kenstrivadeg kentañ Diwan : "An erminig helavar"

A-drugarez d’ur profour e vo aozet gant Diwan d’an 12 a viz Even e Karaez ur genstrivadeg anvet : "An erminig helavar"

An holl bennadoù war an tem-mañ