Darempred

Degemer > Avis-de-tempete-pour-la-langue-et-la-culture-bretonnes
2025-05-17_Galv_Diwan

Kemenn barr-amzer war yezh ha sevenadur Breizh

Galv da vanifestiñ e Roazhon d’ar 17 a viz Mae 2025

08/05/2025

Efedoù al lezenn war an arc’hant, a c’houlenn digant ar strollegezhioù lec’hel ober strivoù budjed pouezus, o deus dija un efed negativel war ar sammadoù gouestlet d’ar sport ha d’ar sevenadur dre vras.

 

Evit ar re a labour a-benn treuzkas hag implij ar brezhoneg pe sevenadur Breizh, diazezet a galz war youl ar bed kevredigezhel, e vez santet an efedoù bremañ

  • Lammet pe digresket gant Kuzulioù-departamant Il-ha-Gwilen ha Liger-Atlantel o skoazell d’ar stignad “Desk” da arc’hantaouiñ ar stummadurioù war ar brezhoneg evit an dud deuet,

  • Digresk ar yalc’hadoù da Ofis Publik ar Brezhoneg, da Greizenn Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan ha da Ajañs sevenadurel breizhek Liger-Atlantel,

  • Digresket ar varregezh da harpañ ar frammoù liammet ouzh obererezhioù sevenadurel, sport pe arz arbennik da Vreizh (Ti ar Gouren, Amzer Nevez, Sonerion, Coop Breizh, Dastum, ha kement ‘zo) a oa bresk dija.

 

Ar strollegezhioù lec’hel, a embann evit ar mare kenderc’hel gant ar skoazell da yezh ha sevenadur Breizh, n’int ket evit kreskiñ o sikourioù ha dre an dra-se e virer da wellaat ha da ziorren, kondisionoù labour an implijidi a labour evito hag a ra peurliesañ kalz diwar nebeud a zoareoù.

 

Peogwir ne vez ket lakaet e pleustr holl zoareoù an emglev Stad-Rannvro evit implij ha treuzkas yezhoù Breizh, dreist-holl evit ar c'helenn divyezhek hag ar panellerezh, peogwir ne zouj ket ar Stad ouzh al lezenn Molac evit ar c'helenn divyezhek gwanaet gant ar C'huzul Bonreizhel, peogwir e chom nann paeet ar skodennoù-skol d’ar skolioù Diwan pe divyezhek, hag an dezverkoù strishoc’h lakaet e plas evit an implijoù skoazellet, ne weler ket an amzer o vont war sklaeraat.

 

Aon hon eus ez afe war hiraat al listennad-se ha d’ur mare m’eo kadarnaet digresk an niver a vrezhonegerien·ezed hon eus aon ivez n’hor befe ket peadra a-benn kenderc’hel da dreuzkas hor yezh hag hor sevenadur a-drugarez d’ar postoù-labour lakaet bremañ en arvar.

 

Kalz a dud war an dachenn a zo emskiant eus ar riskloù ha c’hoant o deus da ober eus ar 17 a viz Mae, Devezh Gouel Breizh, un darvoud stourm a-benn manifestiñ ha nac’hañ e vefe lakaet en arvar yezh ha sevenadur Breizh abalamour da ziarbennoù strizh tapet e Pariz.

 

An dud engouestlet a ginnig dont da Roazhon da vanifestiñ d’ar 17 a viz Mae da 2 eur g.m., Reper Jeneral de Gaulle, evit goulenn groñs :

  • Ne vo ket anduret e mod ebet gant yezh ha sevenadur Breizh an diarbennoù budjed strizh en ur ziskenn ar yalc’hadoù d’ar re a laka anezho da vevañ hag evit ma vo skoazellet, muioc’h c’hoazh, al leurennoù lec’hel, al lec’hioù hag ar frammoù kevredigezhel a dreuzkas sonerezh Breizh (kanet, sonet pe dañset), met ivez frammoù liammet ouzh an embann hag ar skignañ.

  • E vefe dispignet un euro dre annezad·ez bep bloaz gant ar meurgêrioù hag an etrekumunioù e Breizh eus Brest da Clisson evit implij ha treuzkas ar brezhoneg er respedad 2026-2032 : gallout a reont en ober a-drugarez d’al lezenn Molac, hag a ro tro dezho da gemer perzh a-benn sikour da gelenn, da vrudañ ha da skignañ ar brezhoneg.

  • E vefe moaien da vBreizh da zivizout war dachenn ar sevenadur hag hini ar yezh, evel goulennet gant Kuzul-rannvro Breizh dre vot ar muiañ-niver - nemet an RN - hag a c’houlenn da gaout muioc'h a c'halloudoù.

 

Graomp eus an deiziad-se un devezh na c’heller ket ankouaat hag a verko, dre al levenez hag ar c’hoant da rannañ, hor spered digor koulz hag hor c’hoant splann da nac’hañ an estrengasoni hor youl da vevañ evel kumuniezh, evel pobl hag a rank, evel an holl bobloù, bezañ gouest da gaout peadra da reiñ buhez, profañ ha treuzkas ar pezh a ra he dibarder.

Sinerien·ezed kentañ :

  • Ar Redadeg
  • Arvorig FM
  • Bagad Karaez
  • Bodadeg ar Gouren
  • Breizh 5/5
  • Brudañ ha Skignañ (Radio Breizh)
  • Diwan
  • European Language Equality Network (ELEN)
  • Kelennomp !
  • Kerlenn Sten Kidna
  • Kevre Breizh
  • KLT
  • Mignoned ar brezhoneg
  • Radio Bro Gwened
  • Radio Kerne
  • Raok
  • Roudour
  • Ti ar Vro Gwengamp
  • Ti ar Vro Kemper
  • Ti ar Vro Treger-Goueloù
  • Timilenn
  • U.S. Branch, International Committee for the Defense of the Breton Language / Comité International pour la Sauvegarde de la Langue Bretonne
  • Yezhoù ha Sevenadur
Gerioù-alc'hwez stag : manifestadeg    manifestadeg    rennes    roazhon    pec    implijoù sikouret   

Skignañ ar pennad-mañ