27/05/2025
Dec'h ar re 1añ o doa kroget da grouiñ ur yeotaouad el levraoueg gant David.
Pal ar raktres a zo diskouez peseurt plantennoù a vez kavet tro savadur ar skolaj-lise hag anavezout o anvioù e brezhoneg (hag e latin).
Ouzhpenn 50 plantenn, delienn ha bleunienn o doa dastumet dija. Boulc'het eo bet al labour anviñ e brezhoneg a-drugarez da levrioù ha geriadurioù al levraoueg.
Danvez evit un diskouezadeg nevez, piv a oar ?