18/05/2025
Hiziv dre ar bed holl e roer ton da Vreizh, d’ar pezh a ra he dibarder, he yezh, he sevenadur, he sonerezh…
E-keit m’emañ katalaniz o ouestlañ 200 milion a euroioù bep bloaz da stummañ 100 000 yezher nevez, d’ar c’houlz m’emañ parlement Kembre o votiñ a-unvouezh ul lezenn evit ma vo ar c’helenn e kembraeg e pep skol ar vro, amañ e Breizh, an diouer a youl bolitikel hag an doareoù a ra dieouer deomp a-wezhou.
Harp ar strollegezhioù da dreuzkas hag implij ar brezhoneg n’ez a ket war-raok, evel m’en prou an tiez-kêr na zoujont ket ouzh al lezenn Molac pa nac’hont paeiañ an treziad skol da Ziwan, evel m’en prou an nann doujañs d’an emglev Stad-Rannvro…
Gwashoc’h, strollegezhioù zo az a war zigresk en o skoazell d’ar re a labour, kousto-pe-gousto, evit ar brezhoneg, peowgir int rediet gant Pariz da izelaat o budjed, hag alies mat ez eo ar politikerezhioù sevenadurel hag ar re gouestlet d’ar yezh a bak ar muiañ. Ar c’hevredigezhioù az a da ober an ekosistem zo tro-dro d’ar skolioù brezhonek zo oc’h anduriñ kalz. Lod anezho, dreist-holl, e bro Naoned o do mil boan o tremen ar goañv !
Ouzhpenn d’un enebiezh bonreizhel a gondanaomp abaoe pell e rank ar brezhoneg gouzañv ar rusterioù budjed.
Evel-se hon eus klevet e vefe en soñj Radio France digreskiñ an niver a abadennou keleier e brezhoneg deus beure war Ici Breizh Izel, gant un abadenn hepken skignet da 6e30 mintin e plas teir betek bremañ.
E 2020 maodiernezh ar sevenadur gall a anzave dispign 120 euro dre annezad bep bloaz e Rannvro Pariz pa veze dispignet 20 hepken e Rannvro Breizh. Rediañ ac’hanomp da anduriñ ar ruster a lakao an disingalded spontus se da vezañ krizoc’h.
N’o deus yezh ha sevenadur Breizh da vezañ keidennoù kemmus.
Gervel a reomp dilennidi ar Rannvro, hag o frezidant a bromete deomp muioc’h a c’halloud e Breizh, da vezañ pleustrek evit ma vo graet un dra bennak diwar ar mennad a emrenerezh votet ganto .
Arru eo poent adlakaat ar gaoz war se ma fell deomp un deiz bennak kemer divizoù par da re hor mignoned e Kembre pe Katalonia.
Da c’hortoz kement se zo mennozhioù ganeomp ! Nebeutoc’h evit bloaz a-raok ar votadegou-kêr. Kinnig a reomp d’an dud war ar renk deus Brest betek Klison da lakaat en o frogramm e vo dispignet 1 euro dre annezad bep bloaz war dachenn o etrekumuniezhioù, da arc’hantaouiñ oberoù treuzkas hag implij ar brezhoneg, er magourioù, er c’hreizennoù dudi, en arzoù, evit ar sportoù, ar sevenadur, broudañ ar c’helenn e brezhoneg, ar c’hreizennoù stummañ koulz hag ar mediaou ! Lod a ra dija kement se kar ez eo hervez lezenn. Kement se a zegasfe 5 milion a euroioù, da lâret eo un astenn gresk a 38 % da ouzhpenniñ da vudjed ar Rannvro gouestlet d’ar yezhou.
Fellout a ra deomp saludiñ an holl arzourien, an astalerien er stourm evit an holl oberoù sevenadurel, ne vern pe re. Interestoù boutin zo kenetrezomp.
Adlavaret a reomp hor skoazell d’an dud a ra gant ar gallo ha d’an dud a labour evit e virout hag e vroudañ. Met ne asantimp biken e vije kemeret ar gallo da zigarez toull gant ar Stad, an dilennidi, pe un dornad atizerien enep d‘hor yezh, hag ar c’hontrefed. Adembann a reomp fraezh ha sklaer ar gwir hag an ezhomm evit ar brezhoneg da vezañ kelennet, ha lakaet war-wel en un doare publik e pep lec’h e pemp departamant Breizh.
Evit echuiñ e fell deomp saludiñ ar bagadoù, ar vuzisianed deuet da seniñ hiziv. Evelto un nebeud deizioù zo e lavaromp ez eo sevenadur Breizh en e holl stummoù, perzh deus un identelezh lies da dreuzkas gant levenez ha brokusted, hag a c’hell bezañ perc’hennet gant an holl vretoned, erru er vro n’eus ket pell zo pe gant familhoù gwriziennet pell zo er vro, ha kement se ne vern pe liv eo o c’hrochrenn, o c’hredennoù, o durc'hadur revel. Nann d’ar c’hasoni, ha muioc’h c’hoazh nann d’an estrengasoni.
Mersi bras deoc’h ha deomp dezhi ! Ar brezhoneg a vevo ha pep euro a gonto !