Sekretour·ez melestradurel ha pedagogel
Kinnig labour embannet d'an / ar 30.09.2025
Lec'h : Karaez - Carhaix
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
Diouzhtu
Deskrivadur ar post-labour
Emañ Renerezh Lise Diwan Karaez o klask war-lerc’h ur sekretour·ez melestradurel ha pedagogel.
Goulennet e vo ganeoc’h ober war dro :
Sekretouriezh boutin
Degemer an dud war-eeun ha dre bellgomz ha kas anezho e darempred gant an dud dave
Degemer ha treuzkas al lizhiri
Degemer ha treuzkas ar mailoù
Sevel lizhiri a bep seurt (titouriñ, pedadenn, lizher pediñ, adgalv, etc)
Sekretouriezh pedagogel
Merañ an teuliadoù enskrivañ, kas anezho d’ar familhoù hag ober war dro enrolladur ar skolajidi/liseidi en diazezoù akademikel. Dreist-holl e barzh SIECLE (Système d’Information pour les Elèves en Collèges et Lycée pour les Etablissements) a zo un diazez a bouez tre evit skoliadur ar skolajidi/liseidi.
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Un diplom war ar sekretourva mui 2 pe 3 bloavezh skiant prenet war an danvez a vo ret kaout evit derc’hel ar post-mañ.
Evit ar post-mañ eo ret bezañ evezhiek, emren ha bezañ aes gant an dud.
Evel just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet, live B2 (DBY) d’an nebeutañ.
Titouroù all
Devezh kregiñ : Diouzhtu
Padelezh labour : Leun amzer bloazieket
Koñjeoù paeet : 6 sizhunvezh + sizhunvezhioù nann labour a-drugarez d’ar bloaziekadur
Gopr : 1 726.60€ kriz miziek diaz leun amzer. Ar gopr a c’hello bezañ kevraouet diouzh ho parregezhioù
Lec’h labour : Lise Diwan Karaez, Kerampuilh 29270 KARAEZ
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret