Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Merer·ez war ar goproù

Merer·ez war ar goproù

Kinnig labour embannet d'an / ar 11.09.2025

Lec'h : Landerne

Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .

Padelezh

Kerkent ha posubl

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ ar rouedad Diwan o klask ur v·merour·ez goproù a savo fichennoù gopr ar c’hopridi o labourat e skolioù, skolajoù, liseoù Aodoù an Arvor, Il-ha-Gwilen ha Liger Atlantel (100/150 fichenn c’hopr).

 

Dindan atebegezh ar benngontourez e labourit ivez gant an den e karg eus ar c’hoskor, ar bennsekretourez ha sekretourez pedagogiezh an eil derez karget da zastum an titouroù war ar goproù. Ebarzhet penn-da-benn e mererezh ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h ivez heuliañ red micherel ar c’hopridi.

 

 

Ho kefridioù a vo dreist-holl :

 

  • Bizskrivañ roadennoù ar goproù war gemm, kontrollañ ha gwiriañ ar fichennoù gopr

  • Sevel, kontrollañ, diskleriañ an DSN miziek ha darvoudoù

  • Sevel an teulioù fin kevrat

  • Heuliañ an emezeladurioù/diemezeladurioù d’ar gwarez yec’hed

  • Sevel testenioù fin goproù a denn d’an ezvañsoù (kleñved, mammelezh, ehan labour)

  • Sevel teulioù digoll ragevezh evit gopridi ar gevredigezh ha mistri kevratet gopret gant ar Stad

  • Bezañ e darempred gant an aozadurioù sokial hag ensavadurioù all a denn d’ar goproù

  • Respont da c’houlennoù ar c’hopridi diwar-benn ar goproù

  • Sevel red micherel gopridi nevez enfredet.

  • Bremanekaat ar redoù micherel diouzh emdroadurioù kaeloù ar goproù

  • Respont da c’houlennoù ar c’hopridi diwar-benn o red micherel

  • Skoazellañ ha/pe gervel ur pourchaser pa rank bezañ bremanekaet ar meziant goproù

  • Kemer perzh er preder war raktresoù a denn da mont en-dro ar servij ha da kudennadoù goproù

  • Bezañ den-dave evit raktresoù a sell ouzh diorren ar rouedad

 

Ouzhpenn goproù Diwan e vo ennoc’h ivez sevel goproù un nebeut kevredigezhioù a ver ar skolioù (KDP, Kevredigezh Desevel Poblik), etre 10 ha 30 fichenn gopr ouzhpenn. Ar fichennoù gopr-mañ a vez savet gant ar poellad AGATE hag e voc’h stummet evit mestroniañ anezhañ. Diouzh ho profil hag ho c’hoant e c’hellfe bezañ fiziet ennoc’h diorren ar servij goproù-mañ.

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Bet tapet ganeoc’h ur stummadur kontouriezh BTS/DUT/Aotreegezh dibab koskor, pe ur stummadur mererezh koskor/goproù, ho peus ur skiant-prenañ 5 bloaz d’an nebeutañ e mererezh ar goproù.

 

Emren ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez.

 

Anavezout ar meziant « Sage Paie » a vefe deuet mat. Mestroniañ word hag excel (dreist holl excel) a zo pouezus ivez evit ar post-mañ.

 

Ul live mat e brezhoneg a rankit kaout ivez (B2 pe C1 tapet en DCL) pe diskouez ur gwir youl da zeskiñ brezhoneg.

 

Titouroù all :

 

Doaere kevrat : Kevrat didermen

Amzer labour : Leun amzer 35e dre sizhun

Deiziad kregiñ : Kerkent ha posubl

Gopr : Diouzh ho skiant prenet

Lec’h labour : Sez ar gevredigezh, e Landerne

 

Evel goprad·ez ar gevredigezh ho peus droad da gaout ur c’henwarez, ur ragevezh ha 6 sizhun koñjeoù paeet.

 

Ma’z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV + lizher emginnig) da tuta@diwan.bzh.


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Bodadoù tematek

Bodadoù tematek a zo digor d'an holl izili ar c'hevread. Gant ar bodadoù-mañ e c'hell bezañ lakaet ar gomz war sujedoù hag ober...

Breizh a live 2025 : savomp penn evit ar brezhoneg

Devezh ha sonadeg evit ar brezhoneg d'ar Sadorn 6 a viz Gwengolo e Karaez

An holl bennadoù war an tem-mañ