Rener·ez Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan
Kinnig labour embannet d'an / ar 10.07.2025
Lec'h : Gwened
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
18/08/2025
Deskrivadur ar post-labour
Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit ar Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan e Gwened. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e-kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ur skolaj-lise e brezhoneg penn-da-benn eus ar c’hwec’hvet klas d’ar c’hlas termen !
Rener·ez ar skolaj-lise a zo e-karg eus mont en-dro ar skolaj-lise war an tachennoù da heul :
- Pedagogiezh
- Buhez-skol
- Melestradur
- Surentez
D’ar rener·ez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :
- Aozañ ha ren an emvodoù penngasourien, penngelenerien ha skipailh.
- Merañ ar servijoù, an implijoù amzer, tuta implijidi.
- Sevel ha merañ ar budjed.
- Bezañ e darempred gant Diwan, an deskadurezh stad, ar familhoù, ar rannvro.
- Aozañ ar c’huzulioù klas, an emvodoù kuzul merañ, an arnodennoù pe deskadurezh stad pe Diwan.
- Kenlabourat gant ar gevredigezh o verañ herberc’h ar skolidi hag al liseidi (bod ha boued).
- Labourat ingal gant ar benngasourien ha penngelenerien war ar raktres pedagogel ha desavadurel.
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
- Live Bak + 3
- 5 bloavezh skiant prenet en deskadurezh d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)
- En ho aes oc’h evit daremprediñ kenkoulz dre gomz ha dre skrid kement e brezhoneg hag e galleg, mestroniañ a rit an urzhiatear hag anavezout a reoc’h mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.
- Efedus evit aozañ ho labour e ouezit merañ an danvezioù mallusañ ha gouest oc’h da merañ meur a zoser war un dro.
Titouroù all
Lec’h labour : Gwened
Kevrat : Didermen
Padelezh labour : Hervez an diskarg eurvezhioù
Deiziad kregiñ : 18/08/2025
Gopr kregiñ : diazezet war ho indis deskadurezh stad
Statud : Sterniad·ez
Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs
Trugarez d’an dud a vefe dedennet gant ar post dont e darempred ganeomp evit kaout muioc’h a ditouroù.
Ma z’oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho CV mui lizher en em ginnig da prezidantelezh@diwan.bzh a-raok an 10/08/2025.
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret