Kargad·ez war an diorren
Kinnig labour embannet d'an / ar 01.06.2025
Lec'h : Pellabour
Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .
Padelezh 6 miz
Kerkent ha posubl
Deskrivadur ar post-labour
Ur c’hevread kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet 48 bloaz zo, ez eus hiziv e Diwan 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war ar 5 departamant breizhad.
Da geñver ur c’hresk obererezh berrbad liammet gant digoradur daou di-skol nevez – ur skolaj e Beuzit ar c’hoadoù (35) hag ur skol e Orvez (44) – emañ Diwan o klask ur g·c’hargad·ez war an diorren. Pal ar c’hefridi-mañ a zo liammet gant digoradur an daou di-skol-se hag ar c’hefridioù a-bep seurt da gas da benn, en o zouez : reiñ nerzh ha bodañ tud ar skolidi nevez, ambroug anezho pa rankint mont e darempred gant obererien ensavadurel.
Dindan atebegezh renerezh ar c’hevread e labouroc’h evel kendivizer·ez kevredigezhioù merañ ar skolioù hag e voc’h ivez un hanterour·ez etrezo ha servijoù ar c’hevread.
Ho kefridioù a vo dreist-holl :
-
Kreñvaat ar skolioù a zo anezho dija :
-
Sikour ar skolioù da aozañ an dorioù digor ha bremanekaat teul an dorioù digor asambles gant ar gargadez war ar c’helaouiñ
-
Kuzuliañ hag ambroug diorren ar skolioù
-
Heñchañ ar gerent a-youl vat war-zu servijoù ar gevredigezh p’o deus da ober gant difraeoù teknik.
-
-
Dastum titouroù dre enklaskoù a c’hello bezañ savet diwarno taolennoù hag ostilhoù stur evit a rouedad Diwan
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Doare den :
En ho aes emaoc’h gant an dud, plijet gant ar brezhoneg ha mennet da ziorren anezhañ.
Ret eo mestroniañ ar brezhoneg evit ar post-mañ. Emren hag aozet mat, e ouezit en em reiñ ivez e raktresoù sevenet a-stroll.
Ur stummadur mererezh raktresoù pe ur skiant-prenañ war kefridioù diorren er bed kevredigezhel a vo deuet mat evit ar post-mañ.
Tirouroù all :
Kevrat berr bad leun amzer
Padelezh : 6 miz
Devezh kregiñ : kerkent ha posubl
Gopr : 1 836.19€ kriz miziek
Lec’h labour : Pellabour
Takad labour : Breizh uhel
Rankout a reoc’h mont en tiez skol hag e Gwened hag e Landerne diouzh an ezhommoù.
Ma oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV + lizher emginnig) da tuta@diwan.bzh a-raok an 2 a viz Gouere 2025.
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret