Kargad·ez a gehentiñ
Kinnig labour embannet d'an / ar 11.09.2025
Lec'h : Landerne
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
Kerkent ha posubl
Deskrivadur ar post-labour
Emañ Diwan o skoliata milieroù a skolidi e brezhoneg a-drugarez d’ur rouedad skolioù, skolajoù ha liseoù, ennañ skipailhoù mennet ha tud a-youl vat e Breizh a-bezh. Asambles gant ar renerezh hag ar burev e savoc’h hag e lakait e pleustr ur steuñv kehentiñ diabarzh ha diavaez evit :- Kemer perzh e talvoudekaat skeudenn ha brud Diwan ;
- Aesaat lusk a c’heleier er rouedad a-bezh ;
- Engervel ar familhoù, an dud a-youl vat hag ar brofourien ;
- Brudañ ar mesenerezh hag ar c’hevelerezhioù ;
- Ober war-dro en enskrivadurioù betek al lise ;
- Kreñvaat an darempredoù hag ar c’henstagañ er c’hevread.
Ho kefridioù pennañ
1) Kehentiñ diabarzh
- Sevel ha skignañ ar skoroù (lizhiri-kelaouiñ, intranet, postelioù) ;
- Buzehiñ ur rouedad tud oberiant (gopridi·adezed, tud a-youl vat) ;
- Harpañ aozadur ha talvoudekadur prantadoù buhez ar c’hevread (emvod meur, devezhioù eskemm, kuzulioù skol) ;
- Skignañ ha diellaouiñ an teulioù ofisiel.
2) Kehentiñ diavaez & darempredoù mediaoù
- Kemer perzh e krouiñ ur skeudenn positivel ha brud vat ar c’hevread ;
- Sevel/skignañ kemennadennoù ha teulioù ; aozañ prezegennoù ha pennadoù-kaoz ;
- Merañ ur rouedad kazetennerien, levezonerien ha kevelerien emsavadurioù ;
- Talvoudekaat oberoù ar skolioù/skolajoù/liseoù hag ar c’huzulioù skoazell.
3) Kehentiñ niverel
- Buheziñ ha bremanaat al lec’hienn internet hag intranet ;
- Merañ ar rouedadoù sokial (linenn stur, buheziñ, habaskaat, danevellañ) ;
- Krouiñ danvez liesvedia (pennadoù, skoroù, videoioù, podkastoù) ;
- Bezañ evezhiek war ar c’heleier niverel ha mediatek.
4) Darvoudoù & mesenerezh
- Kenurzhiañ kehentiñ an darvoudoù (gouelioù ar skolioù, sonadegoù, dorioù digor, koulzad profoù).
- Sevel ar skoroù (follennoù-nij, skritelloù, lizhiri-kelaouiñ, kakemonoioù).
- Talvoudekaat ar mesenerezh hag ar c’hevelerezhioù (kitoù profourien, kehentiñ arbennik).
- Prederiañ war an ostilhoù dastum ha heuliañ (furmskridoù, koulzadoù).
5) Heuliañ & kenfurmded
- Lakaat e pleustr titourennoù (web, rouedadoù sokial, brud er mediaoù).
- Eveshaat ouzh ar c’henfurmded reoliek, dreist-holl war an RGPD.
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
- Brezhoneg dre gomz ha dre skrid (ret-holl).
- Anavezout mat rouedad Diwan hag ar mont en-dro.
- Diazezoù mat war c’hehentiñ & marketing niverel, merañ raktresoù.
- Barrek war Google Workspace / Office hag ostilhoù graferezh (Canva, InDesign, Photoshop…).
- Barrek-kenañ dre skrid ha dre gomz ; komz dirak an dud
- Aozet mat, emren, oberiant war ar prim, aes gant an dud ha kaout diplomatiezh
- Liesvarrek, spered krouiñ hag intrudu ; plijet gant al labour a-stroll.
Titouroù war ar post
- Kevrat didermen leun amzer
- Gopr hervez skiant-prenet ha barregezhioù an den
- Monedoneoù ingal e Breizh ; bezañ dibres diouzh an noz ha d’an dibenn-sizhun a-wechoù.
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret