Contact

Accueil > Etablissements > Bro diwan plijidi > E brezhoneg - Malgré la concurrence, le plus vieux marché de Noël de Bretagne fait toujours recette
skol-diwan-pempoull__RLP9271

- Ici - Le 08/12/25

Lañset koulzad ar marc'hadoù Nedeleg e Breizh ! Berzh a ra ar marc'hadoù-se pa vez kavet anezho e pep korn ar vro bremañ. Met bez ez eus un nebeud re a zo dibar, evel hini skol Diwan Pempoull a zisach tro 2.500 den bep bloaz abaoe tost 30 vloaz.

Ar soñj sevel ur marc'had Nedeleg a oa deuet da soñj kerent vugale skoliatet e skol Diwan Pempoull e 1995, diwar patrom ar marc'hadoù Nedeleg e bro Elzas.  "Berzh 'neus graet diouzhtu", a gont Silvi a zo e-kreiz ar jeu abaoe ar bloavezh kentañ. "Ken mat oa hon mennozh da grouiñ ur marc'had Nedeleg amañ ken oa bet krouet kalz reoù all tro war-dro. Konkurañs a zo pep lec'h bremañ met an dud a chom tost o c'halon ouzh hon hini", a lar Silvi.