- Ici Breizh Izel - Le 16/09/25
An holl skolaerien a oar an dra-mañ : n'eo ket aes d'ar vugale mont e brezhoneg en-dro goude ar vakañsoù hañv. Ha perak nompas tremen dre ar c'hoariva evit adplantañ ar yezh e divskouarn ar skolidi ? Sed aze ar pezh a vez kinniget gant skol Diwan Montroulez e miz Gwengolo.







