Klañvdiour·ez skol
Kinnig labour embannet d'an / ar 05.04.2024
Lec'h : Gwened (56)
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
2024
Kinnigadenn ar post-labour
Soursial a ra ar c’hlañvdiou·ez ouzh yec’hed hag hevoud al liseidi (hag ar skolajidi).
Kargoù e frammoù e Lise Diwan Gwened (20% eus ar sizhun).
Posubl eo klokaat al labour gant ar post kinniget e Lise Diwan Karaez (80% eus ar sizhun).
Kargoù e frammoù al lise :
- Kuzuliañ ar renerezh e-keñver an diarbenn, deskadurezh ar yec’hed, yec’hederezh ha surentez.
- E liamm gant ar skipailh aozañ ur program diarbenn hag ar c’helaouiñ anezhañ.
- Kemeret perzh en hentenn AEPA
- Merañ ar c’hlañvdi (stokoù, dafar, binvioù…)
War an dachenn hiniennel :
- Degemer, selaou, kuzuliañ hag hentañ al liseidi evit pezh a sell ouzh o yec’hed korf ha spered.
- Aozañ ar skoazelloù mallus hag ar prederioù.
- Heuliañ ar PAI ha louzaouiñ hervez ar c’hemennoù mezeg.
- Kelaouiñ ar familhoù hervez an ezhommoù.
- Azasaat degemer al liseidi nammet pe gloazet. Heuliañ al liseidi gant ezhommoù deskiñ ha desevel ispisial dre raktresoù bet lakaet e plas el lise.
War an dachenn hollek :
- Bezañ e liamm gant mezeg skol al lise, servijoù an deskadurezh stad hag an ARS.
- Bezañ prest da gemer perzh ha da aliañ ar skipailh pa c’hoarvez darvoudoù grevus.
- Hentañ ha kemer perzh en abadennoù diarbenn
war ezhommoù Eil Derez Diwan
- Aliañ ha respont a-bell evit ar c’hudennoù yec’hed er skolajoù/liseoù.
- Gweladennoù ha devezhioù skoazell er skolajoù/liseoù hervez an ezhommoù
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
-
Gouzout : Diplom klañvdiour.ez (DEI) - Brezhoneg dre gomz ha dre skrid
-
Gouzout ober : kenlabourat, aliañ, aozañ, kinnig
-
Gouzout bezañ : evezhiegezh, urzh, sederded
-
Post da bourveziñ e 2024, kerkent ha posubl pe d'an diwezhatañ fin miz Eost 2024
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret