Darempred

Degemer > Menegoù lezennel

Menegoù lezennel

Lire en français

Aozer ha rener an embann

Lec’hienn internet diwan.bzh a zo embannet gant ar gevredigezh DIWAN, rouedad skolioù digoust, laik ha digor d’an holl, a ginnig ur c’helenn dre soubidigezh e brezhoneg.

Rener an embann : Gregor Mazo, rener ar gevredigezh DIWAN.

Herberc'hiañ

Meret vez herberc’hiañ ha trezalc'h al lec’hienn internet gant skipailh teknikel Versio, enrollet e marilh kenwerzh Roazhon gant sikour servijoù an embregerezh Digital Ocean, 101 Avenue of the Americas 10th Floor, New York, NY 10013, ha danframmoù fizikel diazezet e Europa (servijerioù e Frankfort hag e Amsterdam). An diskoulmoù saveteerezh a ra gant gwarezhioù Amazon Web Services ha danframmoù fizikel (data center) lec’hiet e Dublin.

Palioù ha danvez

Al lec’hienn-mañ a zo e bal titouriñ ar c’hwiaderien (implijidi, tud a-youl vat, tud ar vugale, mediaoù, embregerezhioù…) diwar-benn ar skolioù Diwan ha raktres pedagogiezeh ar rouedad. An testennoù hag ar mediaoù implijet evit ar pennadoù embannet a zo skrivet ha gwiriet en un doare reizh.

An testennoù lakaet war al lec’hienn a zo bet skrivet gant implijidi ha tud a-youl vat ar gevredigezh DIWAN. Evelato ma seblant un titour bezañ fall pe ma vez ur fazi  embann e c’helloc’h kelaouiñ merour al lec’hienn : demat [at] diwan.bzh.

Ar skeudennoù, videoioù, stlenngrafennoù war al lec’hienn a zo luc'hskeudennoù, tapadennoù-skramm ha skeudennadurioù. War-bouez gwirioù berc'henniezh intelektuel hiniennnoù (cf. pajenn Kredadoù), ar skeudennoù a zo dindan berc’henniezh DIWAN hepken.

M’ho peus c’hoant implij un danvez skeudenn, trugarez da c’houlenn an aotre a-raok digant DIWAN ha sevel ar c’houlenn ouzh merour al lec’hienn : demat [at] diwan.bzh.

Gwirioù ar berc’henniezh intelektuel

Al lec’hienn-mañ a zo perc’henniezh DIWAN, hag a zo ar c’houer hervez melladoù L. 111.1 ha da heul eus Kod ar berc’henniezh intelektuel. Al luc’hskeudennoù, testennoù, luganoù, tresadennoù, skeudennoù bev sonel pe get hag an holl oberennoù ebarzhiet el lec’hienn a zo perc’henniezh Diwan pe hiniennoù hag o deus aotreet an embregerezh da ’implij anezho.

Eiladuriñ, war baper pe war urzhiataer, lec’hienn kevredigezh DIWAN a vez aotreet gant ma vo miret strizh d’un implij hiniennel ha ket implijet gant ur pal brudañ pe kenwerzh ha hervez diarbennoù mellad L122-5 Kod ar berc’henniezh intelektuel.

Gourliammoù

Ar gevredigezh DIWAN ne c’hell ket bezañ kiriek war al lec’hiennoù a gaver menngourliammoù evito war al lec’hienn https://www.diwan.bzh ha ne c’hell ket bezañ kiriek war an danvez, ar produioù, ar servijoù, etc. a gaver war al lec’hiennoù-mañ pe diwar al lec’hiennoù-mañ.

Diwan

ZA St Ernel, BP 147, 29411 Landerne Cedex

Pgz : 02 98 21 33 69

Kevredigezh lezenn 1901

Siret : 310 709 886 00 421

Ape 8520z

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ