Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Français  
 D'ar sul 22 a viz Ebrel - S. Konvarc'h Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolioù :

Raktresoù ar skolioù nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg














 
 AMAÑ EMAOC'H > Degemer > Ar c'helenn

Ar skol-vamm  

Evel meneget e karta Diwan, e vez implijet ar brezhoneg evel yezh kelenn eus ar skol-vamm betek al lise. Gant ar bedagogiezh implijet e vez dalc'het kont eus :
- an digempouez etre ar brezhoneg hag ar galleg er familhoù, er vuhez foran, er media...
- an anaoudegezhioù skiantel evit ar pezh a sell ouzh diorroadur ar bugel, prenañ skiant ar gomz, mont-en-dro an deskiñ.
- stad ar c'hlask e-keñver an divyezhegezh hag ar skiant prenet gant sistemoù a vent vras (Bro-Gembre, Katalonia, Bro-Ganada...)

Eus ar skol-vamm betek ar CP :

Implijet 'vez gant ar skolaer ar brezhoneg hepken, gant an hentenn graet "soubidigezh" anezhi. E derou ar skol-vamm, e vez implijet gant ar bugel pe ar brezhoneg, ma 'z eo gouest d'ober gantañ, pe ar galleg. En degouezh diwezhañ, e vo implijet ar brezhoneg gant ar bugel tamm-ha-tamm, diouzh e ritm. Ar sistem "naturel"-mañ (deskiñ dre ar soubidigezh) a ra berzh e bro-Ganada abaoe 30 vloaz.

Teir fazenn a c'heller diforc'hañ pa vezer o teskiñ ur yezh :

  • Pazenn ar c'hompren a vez tizhet, peurvuiañ, buan a-walc'h er skolioù-mamm dre ma vez implijet bemdez ur c'heriaoueg o tennañ d'an traoù a vez dedennet ar bugel ganto.
  • Pazenn an eskemm-komzoù a vez tizhet goude; gellout a ra an eskemm skolaer-bugel bezañ e brezhoneg : santet 'vez ez eo ar yezh ur benveg da vat evit deskiñ. Diouzh meur a barametr e vo tizhet ar bazenn-mañ : implij ha youl-zeskiñ er familhoù, talvoudegezh roet gant ar bugel d'ur yezh ha d'eben, levezon an diavaez (skinwel da skouer...) Gant ar soubidigezh e vez skañvaet an digempouez etre an div yezh evit ar vugale na gomzont ket brezhoneg er gêr.
  • Pazenn ar meizata (tizhet peurvuiañ a-raok fin ar skol-vamm) a vez posupl ganti un implij liesek eus ar yezh : eskemm, soñjal, poellata ez-matematikel, krouiñ. Prest eo neuze ar bugel da gregiñ gant an anaoudegezhioù diazez : lenn, skrivañ, matematik.


WebMaster  | Degemer  | Enklask 
Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.