E Diwan e ya ar skol-vamm en-dro e brezhoneg penn-da-benn. An deskoniadurioù
diazez: al lenn, ar skrivañ hag ar jediñ a vez kaset da benn e brezhoneg.
Ar gouiziadurioù tapet a vez, da c'houde, treuz-kaset e galleg hep
ket poan ouzhpenn er c'hentañ derez. Deskiñ lenn zo deskiñ lenn
atav ne vern e pe yezh e ve bet desket. Holl vuhez ar skol eo a
zo brezhonek. N'eo ket ar brezhoneg yezh ar c'hlas hepken, yezh
ar vuhez kevredigezhel eo ivez.
Er skolaj evel el lise ez eo ar brezhoneg yezh an darempredoù kevredigezhel
hag hini an darn vrasañ eus an danvezioù kelennet. Implij ar saozneg
evit kelenn danvezioù zo a gloka an hentenn efedus-mañ a zeskiñ
yezhoù. Dibarder he c'helennadurezh a ra eus Diwan an hentenn nemeti
oc'h ober gant ar brezhoneg evel yezh darempredoù hiziv an deiz,
d'an holl liveoù, er vuhez skolel ha kevredigezhel. Implij ar saozneg
evit kelenn danvezioù zo a gloka an hentenn efedus-mañ a zeskiñ
yezhoù. Un dra ret eo evit reiñ d'ar brezhoneg ar chañsoù gwellañevit
ma chomo ur yezh vev barrek da grouiñ, talvoudus evit dazont ar
Vretoned ha neket evit talvezout hepken da verker personded a vije
lakaet war wel hep he mestroniañ pe hep ober ganti.