Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Franēais  
 D'al lun 12 a viz Du - S. Maeg Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolioł :

Raktresoł ar skolioł nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg














 
 AMAÑ EMAOC'H > Degemer > Ar c'helenn

RespontoĆ¹ d'ho koulennoĆ¹  

  1. Ha n'eo ket a-enep natur skoliata ur bugel ma n'eo ket ar brezhoneg yezh e familh ?
    Muioc'h eget 70% eus tadoĆ¹ ha mammoĆ¹ bugale Diwan n'int ket brezhonegerien. Divyezhek e teu an holl vugale-se da vezaƱ koulskoude. Naturel eo evit ur bugel ober gant div yezh. N'eo ket dinatureloc'h sevel ur bugel e div yezh eget e lakaat da zeskiƱ seniƱ piano ..... zoken ma n'eus ket muzikerien eus e dud.

  2. BezaƱ divyezhek ? Ya, met abalamour da betra e brezhoneg ?
    Abalamour m'eo ar brezhoneg ul lodenn eus an endro, ar sevenadur en-dro d'ar bugel. Dre ober bemdez gant div yezh, e c'heller keƱveriaƱ, sevel goulennoĆ¹ ha kompren mat reolennoĆ¹ sevel ur yezh. Kement-maƱ zo efedus-tre evit deskiƱ un teirvet hag ur pedervet yezh er skolaj.

  3. Ha tu zo din enskrivaƱ ma bugel e Diwan hag eƱ bet er skol-vamm e galleg ?
    Posupl eo, ya, gant ma vo taolet pled ouzh traoĆ¹ 'zo. Komzit gant ar skolaer.

  4. Petra 'c'hoarvezo ma 'z a kuit ar familh d'ur vro all ?
    Ma vez diskroget eus ar skol e derou ar c'hentaƱ derez, e c'hell ur bugel kaout kudennoĆ¹ evit ar galleg e-pad ur pennad. Diskoulmet 'vo an traoĆ¹ buan a-walc'h dre gaozeal gant ar skolaer nevez hag heuliaƱ mat ho pugel.

  5. Ha ne vo ket mesket an div yezh gant ma bugel ?
    A-wechoĆ¹ 'vo. Gouzout a raio ar bugel avat, muioc'h eget ar re all, ez eo ket tidel arouezioĆ¹ ar yezh (sellet ouzh prezegenn C. HagĆØge). Kompren a raio (ar pezh na ra ket kalz a dud unyezhek en oad) n'eus keƱver naturel ebet etre, lakomp, ar ger " maison " hag an dra (ti), a c'heller envel kenkoulz " ti ", " house ", pe " Haus ". Dre ar strivoĆ¹ a raio evit chom hep meskaƱ an div yezh, e vo aesoc'h dezhaƱ deskiƱ yezhoĆ¹ all. Pa savo ur goulenn en ho penn, n'ho pezit ket aon da gaozeal gant ar skolaer.

  6. Daoust-hag-eƱ en devo ma bugel diaesterioĆ¹ e galleg ?
    Diskouezet 'vez ar c'hontrol gant ar priziadurioĆ¹ e bro-FraƱs a-bezh (CE2 ha 6vet): dre vras e vez uheloc'h disoc'hoĆ¹ bugale ar skolioĆ¹ Diwan eget keidenn Bro-FraƱs.

  7. Ha ne vo ket diaes d'am bugel en em lakaat gant bugale unyezhek ?
    Evel-just, e klasko daremprediƱ bugale e glasad. Lorc'h 'vo ennaƱ o c'houzout ober gant div yezh; n'en em santo ket disheƱvel avat diouzh bugale e garter ma 'z aio ganto d'ar poull-neuial, da zeskiƱ sonerezh...

  8. Ha ne vo ket desket gant ma bugel brezhoneg betek re ?
    Kontomp asambles war ur sizhunvezh : 7 devezh 24e = 168e, en o zouesk 70e kousk, chom a ra 98e. 26e er skol (brezhoneg met galleg ivez er 1aƱ derez), 72e gant ar familh, ar vignoned, h.a. e galleg alies-tre). Da lavaret eo 25% pe 30% eus an amzer (er-maez ar c'housk) e brezhoneg.

  9. N'omp ket brezhonegerien. Ha tu 'vo dimp heuliaƱ hor bugel er 1aƱ derez ?
    Ya, diskouezet 'vez dre skiant-prenet. Bevet 'vez kement-maƱ er skolioĆ¹ gant tadoĆ¹ ha mammoĆ¹ all. Posupl e vo dezho komz ganeoc'h. AlioĆ¹ a c'hallot kaout digant ar skolaerien. PrantadoĆ¹ studi diouzh an noz a zo e skolioĆ¹ 'zo. Goulennit digant an AEP. Ouzhpenn-se, e c'houlennit strivoĆ¹ digant ho pugel, strivoĆ¹ diouzh ho tu zo d'ober ivez. Talvezout a ra ar boan ha neuze e welo ho pugel ez oc'h troet da vat gant ar choaz ho peus graet.

A-benn nebeut e klevoc'h ho pugel o komz en ur yezh n'ho po ket degaset dezhaƱ, hag eƱ mont war-raok ken na viot souezhet. Kendrec'het e viot da vezaƱ bet dibabet mat neuze.



WebMaster  | Degemer  | Enklask 
Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.