Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Franšais  
 D'ar merc'her 18 a viz Here - S. Lukaz Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolio¨ :

Raktreso¨ ar skolio¨ nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg

















 
 AMAÑ EMAOC'H > Degemer > Kinnig Diwan

Prezegenn Claude HagŔge  

Claude HagŔge a zo kelenner e Skolaj Bro-Fra˝s ha rener war studio¨ e Skol Bleustrek an Uhelstudio¨. Bez ez eo oberour dek levr war ar gomz. Aet eo, evit ren e enklasko¨ war ar yezho¨ eus Afrika da Okeania, eus Europa d'ar bed arabek, eus Bro-Sina da virvao¨ Indianed Amerika.
Deut eo da veza˝ brudet gant div oberenn - " An den a gomz " (1985) hag " Ar galleg hag ar c'hantvedo¨ " (1987) - ha dreist-holl goude beza˝ bet kemeret perzh en abadenn " Apostrophes " war Antenne 2, hag en un heuliad abadenno¨ " Radioscopie " war France Inter
Evit kinnig an danvez-ma˝ a zo unan eus perzhio¨ diazez Diwan, hon eus kavet a-zoare leuskel ar gomz gant ar c'helenner Claude HagŔge hag embann tammo¨ eus e brezegenno¨ pa zeuas da Lannuon d'an 28 a viz mae 1988 :

Barrekoc'h war ar matematik

Ar yezho¨ zo ur reizhad arouezio¨ a c'hoarvez en ur c'heriaoueg a dalv da sevel lavarado¨. Implijet e vez arouezio¨ gant al lavarado¨-se, met bez e vez en tu all da se reolenno¨ d'o stumma˝ a-benn produi˝ frazenno¨ gant ar c'heriaoueg e yezh-ma˝-yezh.

D'an den unyezheger ne vez anat an arouezio¨-se dezha˝ nemet dre ar pezh a anver o zu sterdalvoudus (lodenn ar son) hag o zu sterdalvoudet (ar ster dre vras). D'un unyezheger ne vez nemet un arouezad da gement arouezer, pa vez d'an divyezheger daou arouezer evit un arouezad hepken, rak ne gemm ket ar ster gant an droidigezh pe an tremen eus an eil yezh d'eben. Dre ma vez liammet ganta˝ daou arouezer ouzh un arouezad e c'hello dielfenna˝ pishoc'h an arouezado¨. Barrekoc'h war an dezranna˝ e vo an den divyezheger eget an unyezheger.

Meur a daol-arnod sirius ha pouezus a ziskouez e vez kalz muioc'h tuet ar vugale divyezhek da zeski˝ mat ar matematik ha da verat gwezhiadenno¨ bred diazezet war an difetisted.

Pegoulz e vez aesoc'h deski˝ ?

Etre o zri hag o fevar bloaz hag etre o dek hag o zrizek vloaz e vez ar ouestoni deski˝ yezho¨ en he barr. En oado¨-se e vez en he brasa˝ ar varregezh emhe˝velaat, a zo anezhi an diazez penna˝ d'an deski˝ yezho¨. Goude trizek vloaz ne emdro ket ken ar benvegad distaga˝ ha mouezhiadi˝ ar pezh a lak da gompren penaos o devez mil boan an dud vras da zeski˝ yezho¨ estren. Goude trizek vloaz ivez e krog ar bugel, evit abego¨ kevredigezhel, da c'houza˝v destrizho¨ diwar e demz-spered, diegi deuet diwar e youl difenn e skeudenn, an aon da veza˝ graet al lu ganta˝, ar pezh a zo emzalc'h tud deuet. Ur skoazell vras eo d'ar vugale bout hep an holl zestrizho¨, an holl damallo¨ a verk an oadour goude e drizek vloaz. Lakaet eo bet anat gant taolio¨-arnod penaos e c'hell ar bugel ober gant an emhe˝veladur fonetek hag ivez kaout barregezh distagoniel ha mouezhiadoniel, ha neuze deski˝ mat ar gerio¨ hag an ereadur hag ivez an distagadur. Gant se e vez aesoc'h deski˝ ar yezho¨ estren.

Splet teknikel ar brezhoneg

Kavet e vez e yezho¨ all azonio¨ par da frammadur ar frazenn vrezhonek; e giz-se e vez aesoc'h d'ar vrezhonegerien mont war studi yezho¨ all. Kement-ma˝ a lak ar bugel brezhoneger da gaout dre berzh ur yezh estren a-walc'h, un toullad mat a araezio¨ displega˝ a zeu en tu all d'ar re a ro dezha˝ ar galleg.

Ur pinvidikadur sevenadurel eo se, rak gellout a ra ar bugel meiza˝, dre ar yezh dishe˝vel-se, merko¨ patromo¨ a vez e kalz yezho¨ all hag he deus krog a-walc'h warno an divyezhegezh brezhoneg-galleg. Evidon eo dibriz talvoudegezh kement-ma˝ evit ar pezh a sell ouzh an diorroadur sevenadurel, kefredel ha buhezegezhel zoken.

Brezhoneg ha galleg

Ne welan ket penaos e vije un dislavar bennak etre kas war-raok ar yezho¨ rannvro ha gwarezi˝ ar galleg.

Ne c'heller kredi˝ da vat e difenn ar galleg a-enep da aloubidigezh ar saozneg-amerikaneg nemet ma kempenn ar galleg e di ha neuze ma ro la˝s Bro-Fra˝s d'ar yezho¨ rannvro, ha d'ar brezhoneg peurgetket, ar pezh o deus ar gwir da c'hortoz diganti gant gwir abeg.

Merzout a ran penaos n'ema˝ ket ar brezhoneg o lakaat ar galleg en arvar. E-mesk an dud a zifenn ar galleg a-enep d'ar saozneg-amerikaneg e kavan kalz muioc'h a dud a gomz yezho¨ rannvro eget a c'hallegerien unyezhek. Gallout a ra an emzalc'h-se beza˝ treuzlec'hiet war an dachenn etrevroadel. N'ema˝ ket ar brezhoneger oc'h abegi˝ ouzh ar galleg tamm ebet hag en tu-hont da se e c'hell difenn gwelloc'h ar galleg dre ma 'z eo bresk stad e yezh.

Perak ar brezhoneg e lec'h ar saozneg ?

Perak pledi˝ gant ar brezhoneg ha n'eo ket gant ar saozneg p'ema˝ ar saozneg da veza˝ desket buan gant hor bugale ? Evit ur galleger eo aes ar saozneg : an doare saozneg a implij, al lodenn ouiziegezh ret d'e zeski˝ (da lavarout eo nebeut a dra) n'int ket abeg a-walc'h da vont dillo war e dro.

Dre ma n'en deus andon ebet ar saozneg e sevenadur ar vro-ma˝, evel m'en deus ar brezhoneg, e welan nebeutoc'h-nebeuta˝ perak e vije lammet war ar saozneg pa dap an dud beva˝ en ur vro eus Fra˝s e lec'h ma vez komzet ur yezh rannvroel.

Elese, ma lakaer e vo desket ar saozneg un deiz bennak gant ar bugel galleger hervez an implij a raio ganta˝, n'eus ket a vall bras da gaout en abeg d'an doare gouiziegezh rekis ha da he˝velder e batrom genetek a dosta anezha˝ ouzh ar galleg. Dre ma 'z eus ur gwir reizhabeg d'ar brezhoneg a zo gwriziennet donoc'h e sevenadur ar vro, ez eo splann, ma vijen breizhad, e tibabfen lakaat ma bugale da zeski˝ brezhoneg.

Diwar an holl abego¨-ma˝ e so˝j din ema˝ an divyezhegezh brezhoneg-galleg da veza˝ difennet ama˝, hep derc'hel kont eus ar splet meneget ganin evit ur bugel a grog yaouankik gant e soubidigezh en ur yezh keltiek kaer.

Kas ar brezhoneg war-raok

N'eo ket sevenadur ar vro-ma˝ un dasorc'hidigezh danzeadel embreget gant kefredourien a fell dezho kavout un abeg pe meur a hini da zizaoni˝ o spered. N'eo ket kennebeut ur seurt klask artizanel war ar gwrizio¨ gouestlet da vaga˝ ur goulenn politikel; un adpaka˝ ur sevenadur diles ha kozh an hini eo nemetken, hep konta˝ ez eo ur binvidigezh ouzhpenn war an dachenn sevenadurel. Sklaer eo da vat ez eo Europa ar Broado¨ (na viro ket ouzh un Europa dreistvroadel da veza˝) Europa ar Yezho¨ ivez.

Kalonekaat a ran start ha gredus an holl re a zo o fal kendalc'h ha kelenn ar brezhoneg war ur skeul vras. Un embregadenn ret eo. Ar re a zesk brezhoneg, ar re vras zoken, hag a zesk anezha˝ d'o bugale a zo tud dellezek da veza˝ estlammet outo.

Fellout a ra din lavarout e roan ma c'hred a yezhoniour a vicher gant kas war-raok ar brezhoneg.



WebMaster  | Degemer  | Enklask 
Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.