Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Franēais  
 D'ar merc'her 12 a viz Kerzu - S. Kaourintin Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolioł :

Raktresoł ar skolioł nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg














 
 AMAÑ EMAOC'H > Degemer > Ar greizenn stummań Kelenn

Penaos dont da vezań kelenner er skolioł Diwan?  

An tuta

  • Un diplom live BAC + 3 ho peus bet
    (aotreegezh pe diplom kevatal war ne vern peseurt danvez)
  • Brezhoneg a gomzit hag a skrivit
    mat a-walc'h evit heuliań ur stummadur e brezhoneg ha bezań gouest da gelenn e brezhoneg e fin ur bloavezh stummań
  • Goulennit un teuliad digant
         DIWAN, BP 147, 29411 Landerne Cedex
    en ur gas ul lizher hag oho CV.
    Evit kaout titouroł ouzhpenn, pellgomzit : 02.98.21.34.95
  • Pedet e voc'h da dremen dirak Bodad Tuta Diwan :
    - Priziet e vo ho live brezhoneg dre skrid ha dre gomz,
    - Ur pennad kaoz hag ur briziadenn ho po gant ur psikologour,
    - Ur pennad kaoz ho po gant izili ar Bodad Tuta
  • Degemeret e voc'h evel stajiad er greizenn stummań Kelenn e Kemper

Ne voc'h ket gopret gant Diwan ar bloavezh stummadur kentań, met klasket e vo diskoulmoł all, evel an AFR pe kevradoł "emvarrekaat" ("qualification") evit sikour ac'hanoc'h en ho puhez pemdeziek.

Ar stummadur

Aozet eo ar stummadur e div lodenn :

  • ar stummadur war ar vicher, ar stummadur kentań,
    evit bezań titlet evel skolaer er skolioł Diwan
  • ar stummadur evit tremen Kenstrivadeg Kelennerien ar Skolioł,
    evit kelenn er skolioł Diwan gant ur c'hontrad gant an Deskadurezh Stad.

1. Ar stummadur kentań

Aozet eo war daou vloaz :

1.1. Ur bloavezh stummadur e Kemper

Teir lodenn a zo er bloavezh kentań stummadur :

  1. 10 sizhunvezh stummadur war ar brezhoneg,
    gant ar pal pakań ul live brezhonzg uhel a-walc'h evit kelenn ha bevań e brezhoneg e kement degouezh eus buhez ar skol.
  2. 12 sizhunvezh stummadur teorikel,
    gant kentelioł e brezhoneg pe e galleg, hervez ar stummerien.
    Diazezet eo ar stummadur war :
    - ar gouiziegezh e pep danvez skol,
    - an didaktelezh,
    - an divyezhegezh dre soubidigezh hag he ferzhioł er c'helenn.
  3. 15 sizhunvezh staj er c'hlasoł Diawn,
    evit lakaat e pleustr ar pezh a vez desket er stummadur teorikel, hag evit anavezout buhez ar skol. Tro ho po da vezań degemeret e klasoł eus an holl liveoł ha, goude ur prantad en em varrekaat, da gemer ar c'hlasoł e karg da vareoł 'zo.
    Skoazellet e voc'h gant heńcherien, skolaerien Diwan an holl anezho. Reiń a raint alioł deoc'h, ha sikour a raint ac'hanoc'h da vuzuliań ho ezhommoł hag ho araokadennoł.

Ar priziań :
Priziet e vez ar stajidi a-hed ar bloaz, ha gant un arnodenn e fin ar bloavezh.
- Ingal e-kerzh ar bloaz e vez pennadoł-kaoz gant ar stummerien.
- Pep staj en ur c'hlas a vez priziet gant ur weladenn hag ur renta-kont.
- E miz Mae e vez ensellet ar stajiad en ur c'hlas ma vo bet teir sizhun o kelenn ennań.
- E miz Even e vez un arnodenn deorikel da dremen.
Ma tremen mat ar briziadenn e vez degemeret ar stajiad en eil bloavezh.

1.2. Un eil bloavezh e karg eus ur c'hlas

En eil bloavezh e vo kinniget deoc'h ur post e karg. Derc'hel a ray ho heńcher da reiń alioł deoc'h. Gouest e voc'h ivez da gaout skoazell ur c'huzulier pegagogel Diwan.

Un nebeud devezhioł stummadur teorikel a vo kinniget deoc'h e kreizenn Kelenn hag un teuliad ho po da sevel diwar-benn ur gudenn o tennań d'ar c'helenn.

Ar priziań :
- dre ho teuliad, a ginnigoc'h dirak ar stummerien,
- dre un enselladenn en ho klas.
Ma tremen mat ar briziadenn e voc'h titlet evel skolaer er skolioł Diwan.

2. Kenstrivadeg Kelennerien ar Skolioł

Ur wech titlet e voc'h gouest da dremen ar genstrivadeg evit bezań kelenner ar skolioł gant ur c'hontrad gant an Deskadurezh Stad.
Skoazellet e voc'h en ho llabour prientiń gant 7 sizhunvezh stummadur e kreizenn Kelenn.
Par eo ar genstrivadeg ouzh ini an Deskadurezh Stad met miret e vez un niver a bostoł evit pep rummad skolioł. Gant an genstrivadeg e pakoc'h ur c'hontrad gant an Deskadurezh Stad evit bezań kelenner er skolioł Diwan.



WebMaster  | Degemer  | Enklask 
Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.