Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Franēais  
 D'ar merc'her 12 a viz Kerzu - S. Kaourintin Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolioł :

Raktresoł ar skolioł nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg














 
 AMAÑ EMAOC'H > Degemer > Kinnig Diwan

Karta Diwan  

1. Digor eo ar gevredigezh Diwan d'an holl familhoł a fell dezho reiń un deskadurezh e brezhoneg d'o bugale, hep diforc'h sokiomicherel, prederouriezhel pe bolitikel. Digoust ha digor d'an holl eo ar skolioł.

2. Bez'ez eus eus Diwan abalamour da vankoł an Deskadurezh Stad na ro ket e blas d'ar brezhoneg; goulenn a ra grońs Diwan ma vo kemeret e karg he skolioł en ur servij deskadurezh publik demokratel ha renevezet e Breizh, a aotreo implij ar brezhoneg evel yezh kevredigezhel eus ar skolioł-mamm betek ar skolioł-meur en holl domanioł ar c'helenn.

3. Distag eo Diwan diouzh pep aozadur prederouriezhel, politikel, sindikadel, h.a. Rak-se ec'h embann Diwan e c'houlenn grońs he stourm ma vo doujet da gredennoł relijiel, prederouriezhel pe politikel he holl izili forzh pere a vefent gant ma ne vint ket kontrol da Zisklźriadur Hollvedel Gwirioł Mab-den. An habaskter hollret-mań a gas Diwan da zifenn ha da vroudań al laikelezh en he c'helennadurezh ha dont da c'hred da frankiz sońjal pep hini.

4. Diwan a laka e plas ur c'helenn demokratel o kenlabourat a-zevri gant ar gerent, ar strollegezhioł lec'hel hag ar gelennerien. Goulenn a ra Diwan digant tud ar vugale krouiń e-touez an tiegezh un aergelc'h emsav a-benn reiń d'ar brezhoneg e blas en o buhez pemdez.

5. Gouestlań a ra Diwan broudań implij ar brezhoneg d'an holl liveoł e diabarzh ar gevredigezh; Eus un tu all e kas Diwan war-raok un diorroadur sevenadurel e brezhoneg a ro da bep bugel ar muiań a gartennoł-trec'h evit sevel e-unan e zazont had a ro an tu da vugale Breizh da gemer e karg o endro naturel, sokial hag armerzhel.

6. Disklźriań a ra Diwan bezań a-enep pep unneuziadur yezhel, bezań stag ouzh ar stummoł disheńvel a eztaoladoł sevenadurel, hag embann a ra n'eus nemet o c'henklokauster a zegas unaniezh ha kenbinvidigezh stroll. Ar brezhoneg kelennet e skolioł-mamm Diwan zo an hini implijet en o endro douaroniezhel ha denel.

7. A-du gant gwirioł dilammadus ar pobloł d'en em ezteurel dre o sevenadur dezho o-unan e c'halv Diwan kement hinienn zo tomm ouzh an demokratelezh, an aozadurioł sevenadurel breizhek, an aozadurioł sindikadel, re ar gelennerien peurgetket, da stourm a-gevret ganti evit muioc'h a justis hag a-enep pep furm a vac'homerezh sevenadurel.

8. Diskleriań a ra Diwan bezań kengred gant an holl bobloł a stourm evit o fersonded sevenadurel, lakaet e-barzh al labourererien enbroet, hag e embann e talvez o liesseurtegezh da binvidikaat glad mab-den.



WebMaster  | Degemer  | Enklask 
Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.