Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Franšais  
 D'ar yaou 23 a viz Du - Sz Bieuzi Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolio¨ :

Raktreso¨ ar skolio¨ nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg















 
 AMAÑ EMAOC'H > Degemer > Kinnig Diwan

Perak Diwan ?  

E 1977 e Lambaol-Gwitalmeze e voe digoret gant Diwan, kevredigezh hervez lezenn 1901, he skol-vamm genta˝ e brezhoneg diwar skouer an Ikastolak (Bro Euskadi) hag ar skolio¨ Meithrin (Bro Gembre).

Ar brezhoneg

Ma 'z eus eus ar skolio¨ Diwan, ez eo peogwir ez eus eus ar Brezhoneg. Yezh vev, ganti ur sevenadur dre gomz ha dre skrid heb e bar, hŕrezh ar Gelted e Europa abaoe 2000 vloaz. Yezh ur vroad mestrez war he zachenn betek ar 15vet kantved, ha komzet en 9vet kantved e gourenez Arvorig a-bezh.

E 1900 e vraskonte Sebillot niver ar vrezhonegerien : 1.300.000; hiziv emaomp e-tro 250.000. Un niver bras a-walc'h ma ke˝verier gant an holl yezho¨ bihan e Europa ar c'horn˘g (un daou-ugent bennak a zo !) : eus 150.000 komzer evit ar re na vezont ket komzet kalz betek 2 vilion hanter evit ar re komzet ar muia˝. Meur a hini, nebeutoc'h a gomzerien dezho evit e Breizh, anavezet ez-ofisiel avat, n'ez eont ket war-gil ken, war-raok ne lavaran ket.

Gant Diwan e sav ar goulenn : ha bev e chomo ar brezhoneg ? Evit ma tremenfe hor yezh d'ar rummado¨ da zont e vefe ret kaout ur youl bolitikel start, er media, er vuhez foran e Breizh. A-hend-all, e c'hallfe ar redadeg a-enep an amzer beza˝ kollet hag un elfenn a-bouez eus an danvez keltiek a yafe da dra gurius e ti an diello¨. Met a-dre˝v ar brezhoneg e-unan, e vefe taget un diazez eus an demokratelezh hag an douja˝s dleet dezhi. Difenn ar brezhoneg a dalv beza˝ tommoc'h ouzh an dishe˝velder eget ouzh an unvanadur, ouzh al liesdoare eget ouzh an untonelezh.
Lennit prezegenn Claude Hagège, kelenner e Skolaj Bro-Fra˝s (28/05/1988).

Palioù Diwan

  • Kinnig ur skoliadur klok eus ar skol-vamm betek ar vachelouriezh.

  • Kemer harp war ur sevenadur gwriziennet en un endro bev : kalz tud, dreist-holl e Breizh-Izel, a ra bemdez gant ar brezhoneg ha kalz skolidi zo dezho en o familh un den, pe meur a hini, zo ar brezhoneg e yezh kenta˝.

  • Rei˝ d'ar vugale da zeski˝ o istor " ouzh ar vammenn " e yezh o hendado¨.

  • Aesaat dre an divyezhegezh un diorroadur psikologel, speredel ha sokial pinvidik, hag ober un hent efedus evit mestronia˝ meur a yezh, un dra ret evit Europiz warc'hoazh.

  • N'eo ket karg ar skol treuzkas anaoudegezhio¨ nemetken, met ivez rei˝ tu da bep bugel da sevel e bersonelezh dezha˝. Beza˝ dieub, evit un den, eo gouzout piv eo evit beza˝ gouest da anavezout ar re all. Spisverko¨ a vez roet gant ur bersonelezh sevenadurel kre˝v, spisverko¨ ha ne vez ket anezho alies evit kalz tud yaouank hiziv. Kemer a ra perzh er sokializadur a zo diazezet war ar c'houza˝vidigezh hag ar c'hoant eskemm.



WebMaster  | Degemer  | Enklask 
Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.